Merc'hed er c'hrennlavaroù
Neuz
Setu un dornad krennlavaroù, enne ar ger merc'h.
Ar bugel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Merc’h he mamm eo Katell.
- Hevelep mamm, hevelep merc’h.
- Gwelloc’h dimeziñ abred merc’h Evit kaout keuz war-lerc’h.
- Tamm ha tamm E ya ar verc'h da vamm.
Ar merc'hed ha kevredigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Biskoazh chañs vat n’eus bet O karet ar merc’hed.
- A-viskoazh ez eus bet lavaret N’eus chañs vat ebet O karet ar merc’hed.
- Ar c’hafe du hag ar gwin gwenn A ra d’ar merc’hed koll o fenn.
- Karout ar merc’hed hag ar gwin A denn peurvuiañ da wall fin.
- Evañ gwin ha kañjoliñ merc’hed Setu kefridi ar c’hloareg. E Gwerziou Breiz-Izel ez eus ur werz, Olier Hamon, ma kont ar c'hloareg e vuhez bambocher: ... Ec'h aen-me d'an davarn da evañ Da evañ gwin, kañjoliñ merc'hed, Setu eno dever ar c'hloareg.
- An truilhoù hag ar merc’hed brav A gav fred atav.
- N’eo ket ur seblant vat Klevet merc’hed o c’hwistellat. Gwir eo e c'hall ar c'hrennlavar degas soñj eus c'hwitell Marc'harid Charlez, ur vuntrerez a voe kondaonet d'ar marv, met hervez ur c'hrennlavar all :
- Pa vez ar merc’hed o c’hwitellat Ar Werc’hez a bleg he fenn dalc’hmat. Un dra vezhus e oa d'ar merc'hed en em zerc'hel, c'hoari, ha c'hwitellat evel paotred.
- Gouzañv ar merc’hed hag an amzer A zo daou dra ret da ober. Anat eo e c'haller lakaat ar ger paotred e-lec'h merc'hed amañ.
- Ar merc’hed koant a lez pokat dezho Hag ar re vil a ra ivez.
- Pa verv ar yod e toull ar vazh E lar ar merc’hed e vez poazh.
- Pa vez an avel er gevred E sav c’hoant c’hoari d’ar merc’hed
- Blev gwenn ha lunedoù Ne blijont ket d’ar merc’hedoù. Emañ ar c'hrennlavar-se e geriadur Gregor Rostren.