Matteo Bandello
Matteo Bandello, ganet en 1480 e Castelnuovo Scrivia, e Piemonte, marvet en Agen (Bro-C'hall) en 1561, a oa ur skrivagner italianek eus ar XVIvet kantved, deuet da vout eskob Agen.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa Matteo Bandello e Castelnuovo Scrivia, hiriv e proviñs Alessandria, e-kichen Tortona, e Piemonte. Skoliet mat e voe, ha mont a reas da labourat evit an Iliz. Met n'eo ket gant an doueoniezh e oa troet. Meur a vloaz a dremenas e Mantova ha Castel Goffredo, hag ober a reas war-dro Lucrezia Gonzaga (1522 – 1576), ma savas un hir a vrezhoneg en enor dezhi. Tec'hel a rankas, goude emgann Pavia, rak fulor an impalaer Karl V, pa voe kemeret Lombardia gantañ. Devet e voe e di e Milano ha kemeret e vadoù. Repu a gavas e ser Cesare Fregoso, ur jeneral aet a-du gant ar C'hallaoued, ha gantañ ez eas da Vro-C'hall.
Darempredoù mat en doe er vro, ma voe anvet da eskob Agen, kêr ma vevas pell amzer, betek e varv e 1562.
Kalzik e skrivas e-keit-se, barzhonegoù ha dreist-holl danevelloù (1554, 1573), bet troet e meur a yezh, e doare Decameron Boccaccio pe Heptameron Marc'harid Navarra.
E oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E zanevelloù, pe novelle ( 214 en holl), embannet e teir levrenn e 1554 gant Vincenzo Busdraghi, har ar pevarvet anezho goude e varv, e 1573. Troet e voent e galleg gant ar skrivagner breizhat Pierre Boaistuau, hag e saozneg, ha ganto e voe awenet Shakespeare da sevel meur a bezh-c'hoari.
- E varzhonegoù
Awen Shakespeare
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peder danevell gant Bandello zo bet implijet gant Shakespeare da sevel pevar fezh-c'hoari:
- Cymbeline, diwar an danvell 19, el lodenn gentañ,
- istor Claudio eus Much Ado about Nothing, diwar an danvell 20,
- Romeo and Juliet, diwar an danevell 6, en eil lodenn,
- ha Twelfth Night, diwar an danevell 28, en eil lodenn ivez,
Ret eo menegiñ ivez unan eus Shakespeare Apocrypha, Edward III (eil lodenn, danevell 29).