Mont d’an endalc’had

Marvailhou an Oaled (Marvailhou Grimm)

Eus Wikipedia
Golo-tal al levrig

Marvailhou an Oaled (Marvailhou Grimm) zo titl ul levrig hag a yae d'ober an niverenn 61 eus ar gelaouenn Gwalarn, bet embannet e miz Kerzu 1933.

War ar golo anezhañ e lenner ar meneg "Lodenn Genta".

Ennañ e kaver nav eus kontadennoù Grimm, anezho kontadennoù alamanek dastumet gant ar vreudeur Jacob ha Wilhelm Grimm, en XIXvet kantved, hag embannet e Berlin adalek 1812. Kinder- und Hausmärchen e oa an titl orin.

Gant Roparz Hemon int bet troet e brezhoneg.

Kontadennoù al levr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Labous-ar-C'hoad
  2. Ar stered arc'hant (Die Sterntaler), diwar eil embannadur an dastumad alamanek, e 1819
  3. An hailhevoded
  4. Ar pevar soner (Die Bremer Stadtmusikanten, diwar embannadur 1819)
  5. An arz hag al laouenanig (Der Zaunkönig und der Bär)
  6. Ar c'houerig hag an diaoul (Der Bauer und der Teufel), diwar pempet embannadur an dastumad alamanek, e 1843
  7. Ar beorien hag ar binvidien
  8. Rozenn-Wenn ha Rozenn-Ruz (Schneeweißchen und Rosenrot)
  9. Rozenn-Spern