Mont d’an endalc’had

Die Sterntaler

Eus Wikipedia
„Die Sterntaler“ skeudennet gant Adrian Ludwig Richter, 1862
„Die Sterntaler“ hervez Viktor Paul Mohn, 1882
„Die Sterntaler“ gant Heinrich Vogeler, 1907

Die Sterntaler (arc'hant ar stered e brezhoneg) zo ur marvailh alamanek hag unan eus kontadennoù Grimm. Kentañ ma voe embannet a oa en eil embannadur al levr Kinder- und Hausmärchen, dastumad alamanek ar vreudeur Jacob ha Wilhelm Grimm, e 1819.

Ur plac'hig, emzivadez, a zo paour, hep ti nag aoz. N'he deus tra nemet he dilhad hag un dorzh vara zo bet roet dezhi gant un den a galon vat. Kalon vat he deus ivez, ha mont a ra d'ober un dro war ar maez. D'un den naonek e ro he bara. Da dri bugel anouedek e ro he c'habell, he forpant hag he sae. En ur c'hoad e wel ur bugel noazh o c'houlenn un hivizh hag e ro hec'h hivizh. N'he deus netra ken hag a-greiz-holl e kouezh ar stered war an douar, ha pep hini anezho a deu da vezañ un taler, ur pezh arc'hant. A-benn ar fin e teu da vout pinvidik.

Embannet eo bet evel Ar stered arc'hant el levr Marvailhou an Oaled (Marvailhou Grimm), e niverenn 61 eus ar gelaouenn Gwalarn, e miz Kerzu 1933. Gant Roparz Hemon e oa bet lakaet e brezhoneg.