Mont d’an endalc’had

Marpessa

Eus Wikipedia
Marpessa hag Idas, tennet gant Zeus digant Apollon, psykter dremmoù ruz eus Attika, war-dro 480 kent JK, Staatliche Antikensammlungen (Inv. 2417).

Marpessa (Μάρπησσα / Márpêssa e gregach) a oa ur briñsez eus Aitolia, merc'h-vihan da Ares.
Skrapet e voe gant Idas. Apollon ivez a gare anezhi, ha Zeus a reas d'ar plac'h dibab etreze o-daou, ha hi da zibab Idas. Ur verc'h o doe, Kleopatra Alkyone hec'h anv.

Hervez ur vojenn all e oa merc'h da Euenos hag Alkippe.

Marpessa a oa anv unan eus rouanezed an Amazonenned.

Marpessa, a oa un eoullestr 206,000 tonell d'ar gompagnunezh Shell Oil, ar brasañ eoullestr a yeas d'ar strad biskoazh e 1969. Aet e oa eus Europort, Rotterdam d'ober e veaj kentañ, un darzhadenn a voe, ha mont a reas da goll dirak aodoù Kornogafrika.