Marozia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Nuvola apps kworldclock.svg Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Marozia, gant he fevarvet pried, Huon Arle

Marozia (892?-937), pe Maria, pe Mariuccia, pe Mariozza a oa ur briñsez roman en Xvet kantved.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa war-dro 890. Merc'h e oa d'ar c'honsul roman Teofilaktos, kont Tusculum, ha da Teodora Iañ, a oa mestrez Roma e gwirionez.

Hervez Liutprand Cremona e oa ur « c'hast divezh ... hag a zo bet er galloud evel ur gwaz o ren war geodedourion Roma ».

Hervez Liutprand bepred, en e Antapodosis, ha gouez da gronikourien arall, a-du gant ar pab Formosus, e oa serc'h d'ar pab Sergius III, da 13 vloaz pe 15. Hennezh a oa kenderv da Teofilakt, hag anaoudegezh he devoa graet gantañ pa oa eskob Portus, hiriv Fiumicino, en aber an Tiber (stêr).
Ur mab o doe, a voe pab, Yann XI e anv (906-936). Sede da vihanaén pezh a gaver e daou skrid eus an amzer, al Liber Pontificalis (kroget en 500, ennaén buhezioù pibien betek Pi II, marvet en 1464) hag an Antapodosis sive Res per Europam gestae (958-962), diwar zorn Liutprand Cremona (c. 920-972).

Met un den all eus an amzerioù-se, Flodoard (c. 894-966), a ginnig Yann XI evel breur Alberico II, ha hennezh a oa mab da Varozia ha d'he fried Alberico Iañ. Yann XI eta a challfe bezañ bet mab dezho .

Marozia bepred a zimezas da Alberico Iañ, dug Spoleto, en 909, ha ganet e voe o mab Alberico II en 911 pe 912. Lazhet e voe Alberico Iañ en Orte en 924 Gant Guido Toskana he devoa bet ur verc'h une fille nommée Berta Théodora, qui resta célibataire.

Lignez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelout ivez Teofilakted

    ┌─ X
 ┌─ Teofilakt (?-?). 
 │  └─ X
 │
 Marozia Iañ
 │ 
 │  ┌─ X
 └─ Teodora Iañ  (?-?). 
    └─ X
Marozia Iañ
 1) pried da  Alberico Iañ, dug Spoleto
 2) pried da  Sergius III(pab eus 904 da 911), 
 3) pried da  Guy Toskana (cf. Carolingiens)
 4) pried da  Huon Arle (cf. Bosonides)
 │
 ├─Gant 1, mamm da Alberig II de Spolète(?-?). 
 │    dimezet da Alda(cf.Bosonides)
 │
 ├─Gant 2 Yann XI (?-?), pab (931-936). 
 ├─Gant 3 Huon Vienna (?-?), comte de Vienne. (cf. Carolingiens)
 └─Gant 3 Manassès de Toscane (?-?), arc'heskob Toskana. 

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • E.R. Chamberlin, The Bad Popes,1969
  • George Williams, Papal genealogy, the families and descendants of the popes, 1998


Un istorour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kement-mañ en deus skrivet an istorour Edward Gibbon « levezon div c'hoar gast, Marozia ha Teodora[1], a oa diazezet war o finvidigezh hag o c'hened , hag o itrikoù a bolitikerezh pe a garantez : ar re nerzhusañ eus o amourouzien a veze trugarekaet gant an tog a eskob e Roma, hag eno moarvat emañ orin mojenn ar babez. Mab bastard marozia, hag he mab-bihan, hag he gourvab - généalogie exceptionnelle ! – a voe lakaet war gador Sant Pêr ». Diwar an deskrivadur damwir eo bet lakaet an anv a bornokratiezh war ar marevezh-se ma rene Teodora hag he merc'h Marozia e Roma dre gwazed ha ne oant nemet c'hoarielloù etre o daouarn.


En 931 e teuas a-benn da lakaat he mab da bab, ha hennezh e voe Yann XI, ha ne oa nemet bloaz warn-ugent.

Mervel a reas hec'h eil pried en 929. Neuze e klaskas Marozia dimeziñ gant e hantervreur Huon Arle a oa o paouez bezañ dilennet da roue Italia. Hennezh a oa dimezet dija, met nullet e voe an dimeziñ-se, ha gallout a reas Marozia ha Huon eurediñ didrabas.
Alberig II, mab Marozia, a gemeras penn diarbennerien an daou vestr nevez. En 932 e reas un taol-stad dres e-kreiz an eured, hag e vac'has e vamm betek he marv. Huon avat a gavas an tu da dec'hel kuit eus kêr.
Mervel a eure Marozia er vac'h entre 932 et 937.


Gant Guy Toskana he devoa bet ur verc'h, anvet Berta Teodora, a chomas dizimez.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Droukvesk a ra Gibbon gant Teodora (mamm Marozia) ha Teodora (c'hoar Marozia).

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]