Mariehamn
Neuz

Mariehamm (Maarianhamina e finneg) eo kêr-benn rannvro emren Inizi Åland, e Finland. E 2015 e oa 11 405 a dud o chom e Mariehamm ha 91% anezho a oa svedegerien.
Porzh brasañ an enezeg eo hag erruout a ra di bigi-treizh a zeu eus Stockholm, Kapellskär, Turku, Helsinki ha Tallinn.
Savet e voe Mariehamn e 1861 hag anvet e voe evel-se en enor d'an dsarez Maria Aleksandrovna, gwreg an tsar Aleksandr Iañ.
Kêrioù gevellet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù he deus Mariehamn gant ar c'hêrioù-mañ :[1]
Kópavogur (Island)
Kragerø (Norvegia)
Kuressaare (Estonia)
Lomonosov (Rusia)
Slagelse (Danmark)
Tórshavn (Faero)
Valkeakoski (Finland)
Visby (Sveden)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn ofisiel Mariehamn (sv)
- Visit Åland (sv) (fi) (en) (de) (ru)