Marie Adelheid zur Lippe
Neuz
Marie Adelheid zur Lippe
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Impalaeriezh alaman, Alamagn, Trede Reich |
| Anv-bihan | Marie, Adelheid |
| Anv-familh | Lippe-Biesterfeld |
| Titl noblañs | priñsez |
| Deiziad ganedigezh | 30 Eost 1895 |
| Lec'h ganedigezh | Pęcław |
| Deiziad ar marv | 25 Kerzu 1993 |
| Lec'h ar marv | Tangstedt |
| Tad | Rudolf Prinz zur Lippe-Biesterfeld |
| Mamm | Luise Prinzessin von Ardeck |
| Pried | Prince Heinrich XXXII Reuss of Köstritz, Prince Heinrich XXXV Reuss of Köstritz, Hanno Friedrich Konopatcki von Konopath |
| Bugel | Heinrich V Prinz Reuss zu Köstritz |
| Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
| Micher | romanter |
| Strollad politikel | Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman |
Marie Adelheid zur Lippe (1895 - 1993) zo ur briñsez alaman hag ur skivagnerez nazi. Merc'h e oa d'ar priñs Rudolf Lippe-Biesterfeld ha d'e bried Luise of Ardeck.
Brudet e oa da vezañ harperez an nazied. Kenlabourat a reas gant Richard Walther Darré, Ministr nazi al labour-douar. Skrivañ a reas meur a levr, hag embann troidigezhioù, evel levr Paul Rassinier, Le Drame des Juifs européens, lakaet ganti en alamaneg e 1964.
Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir gwech e timezas:
- e 1920 da Heinrich XXXII (1878–1935), 18 vloaz koshoc'h egeti, dimeziñ torret e 1921;
- e 1921 da Heinrich XXXV (1887–1936), dimeziñ torret e 1923;
- da Hanno Konopath, diplomat nazi
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a levr a sinas Marie Adelheid Prinzessin Reuss-zur Lippe ha Marie Adelheid Konopath a-hed he buhez.[1] Bruderezh evit ar mennozhioù nazi zo en holl anezho[2].
Romantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mutter Erde [Mamm Douar] (1935)
- Die Overbroocks [An Overbroockien] (1942)
Barzhoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gott in Mir [Doue ennon] (1921)
- Weltfrommigkeit (1960)
- Freundesgruss (1978
Arnodskridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Troidigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Desket e oa Marie Adelheid ha treiñ a reas diwar ar saozneg, hag ar galleg goude an Eil Brezel-bed. E-touez an oberennoù troet ganti:
- Perpetual War For Perpetual Peace: A Critical Examination of the Foreign Policy of Franklin Delano Roosevelt, gant Harry Elmer Barnes [3].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gossman, Lionel (2009). Brownshirt Princess: A Study of the "Nazi Conscience". Cambridge : OpenBook Publishers. 1 p. “adelheid.”