Richard Walther Darré

Eus Wikipedia
Richard Walther Darré

Richard Walther Darré (14 Gouere 1895 – 5 Gwengolo 1953) a oa ur politikour nazi, unan eus saverienn an ideologiezh "Gwad ha Glad" (Blut und Boden). Evel rener (Reichsleiter) politikerezh al labour-douar e oa ur c'hannad a bouez en NSDAP. Evel Obergruppenführer en SS e oa ar seizhvet penn uhelañ en aozadur.

Remzad politikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"Koueriadelezh evel andon buhez ar bobl", disklêriet gant Darré ha moullet er gazetennWochenspruch der NSDAP d'an 8 Here 1940

Pa oa yaouank, hag eñ o chom en Alamagn, daoust ha ma genidik eus Arc'hantina, ez eas e-barzh an Artamanen-Gesellschaft, ur strollad Völkisch stag ouzh luskad an "distro d'ar maezioù". E-se e krogas da ziorren un damkaniezh a vefe un ere etre ar ouenn norzhat hag ar glad, ur mennozh a vo anvet "Blut und Boden" pe "Gwad ha Glad", e lec'h ma talveze "Gwad" kement hag ar ouenn hag ar genel, tra ma talveze "Glad" kmenet hag an tir, ar vro.

Pennad kentañ Darré (1926) a save a-enep ar raktres da adtapout trevadennoù Afrika, kinniget gant Republik Weimar. Ar braz ag e skridoù d'ar mare-se a oa a-zivout gouennadur al loened. Hogen skrivañ a reas Das Bauerntum als Lebensquell der nordischen Rasse ('"Koueriadelezh evel andon buhez ar bobl") e 1928. Ennañ e skrivas e veze roet an atantoù alaman d'ar mab kreñvañ gwechall, en ur ziogeliñ an dazont gwellañ evit an hini a zalc'h ar glad, met cheñchet e voe an doare da lakaat an holl vibien da vout aotreet da reseviñ ul lodenn ag an atant. Darré a c'houlenne distreiñ d'an hengoun kozh, ha strivañ evit adsevel ar ouenn norzhat glann gant harp an hegenoniezh.

En he levr a gont buhez Darré e skriv Anna Bramwell e oa e skridoù evel ur brederouriezh "glas" ha mirourel. Kalonekaat a reas hentennoù naturel en ardoerezh an tir, o lakaat ar pouez war mirour ar c'hoadoù hag ec'h alias dereiñ muioc'h a ec'honder hag aer evit desevel al loened. Gouizieion all o deus burutellet ar sell-se. Lod anezho o deus menneget fazioù hag arnesadurioù en he labourioù.[1][2] 

E touez ar re o deus selaouet ha darbennet arguzennoù Darré e kaver Heinrich Himmler, ezel eus Artaman.

Darré a glodekae "vertuzioù ar goueriadelezh" ha dismegañsiñ buhez ar c'hêrioù.

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Uekötter, Frank (2006). The green and the brown: a history of conservation in Nazi Germany. Cambridge University Press. 202 p. ISBN 9780521612777. 
  2. Peter Staudenmaier (2011). "Fascist Ecology: The "Green Wing" of the Nazi Party and its Historical Antecedents", in Janet Biehl: Ecofascism Revisited: Lessons from the German Experience, 2nd, New Compass Press. ISBN 978-8293064121.  Online edition by AK Press.