Maria Swanenburg

Eus Wikipedia
Maria Swanenburg
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh an Izelvroioù Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMaria Swanenburg Kemmañ
Anv ganedigezhMaria Catharina Swanenburg Kemmañ
Anv-bihanMaria, Catharina Kemmañ
Anv-familhSwanenburg Kemmañ
LesanvGoeie Mie, de Leidse gifmengster Kemmañ
Deiziad ganedigezh9 Gwe 1839 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLeiden Kemmañ
Deiziad ar marv11 Ebr 1915 Kemmañ
Lec'h ar marvGorinchem Kemmañ
Yezh vammnederlandeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetnederlandeg Kemmañ
Kondaonet evitmuntr Kemmañ
Micherlazher a steudad Kemmañ
Maria Catherina Swanenburg

Maria Catherina Swanenburg (9 a viz Gwengolo 1839 e Leiden - 11 a viz Ebrel 1915 e Gorinchem) a oa ul lazherez a steudad izelvroat.

Swanenburg a oa merc'h Clemens Swanenburg ha Johanna Dingjan. He div verc'h kentañ a varvas pa oant babiged hag e timezas gant Johannes van der Linden d'an 13 a viz Mae 1868. Pemp mab ha div verc'h a voe ganet. Echuet e voe an dimeziñ d'an 29 a viz Genver 1886. Graet e veze Goeie Mie anezhi peogwir e rae war-dro bugale ha tud klañv karter paour Leiden ma oa o chom.

Etre 1880 ha 1883 e kontammas 27 den gant arsenik. Ouzhpenn e klaskas lazhañ 50 den all da nebeutañ, met ne zeuas ket a-benn. Gant an enklaskerien e voe kontet betek 90 muntr. E-touez an dud a dreuzvevas e voe 45 anezho a c'houzañvas kudennoù yec'hed reoliek abalamour d'an arsenik. Swanenburg a lazhe evit kaout argant an dud, dre o asurañs pe dre o hêrezh. He mamm hag he zad eo a voe an daou zen kentañ lazhet ganti e 1880. Tapet e voe pa oa o klask kontammiñ ar familh Groothuizen e miz Kerzu 1883. D'an 23 a viz Ebrel 1885 e krogas he frosez ma voe kondaonet d'an toull-bac'h hed he buhez, hag en toull-bac'h e varvas e 1915.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • J.H.H. Gaute and Robin Odell, The New Murderer's Who's Who, 1996, Harrap Books, Londrez
  • Lennaert Nijgh, Moord en Doodslag, 1990, Schoort