Maria II Portugal
Maria II Portugal (1819-1853), pe Maria da Glória (Maria da Glória Joana Carlota Leopoldina da Cruz Francisca Xavier de Paula Isidora Micaela Gabriela Rafaela Gonzaga), a voe rouanez Portugal dre ziv wech, etre 1826 ha 1828 hag adal 1834 betek he marv e 1853, er gwentloù.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Rio de Janeiro e Brazil. Merc'h henañ ar roue Pedro IV Portugal hag e bried kentañ Maria Leopoldine Aostria e oa. He mamm a oa merc'h da Franz II an Impalaeriezh Santel. Aet e oa he zud en harlu da Vrazil pa voe aloubet Portugal gant armeoù an impalaer gall Napoleone Buonaparte. Eno e voe anvet he zad da impalaer Brazil, evel Pedro Iañ, hag he breur evel Pedro II.
Rouanez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1826 e tilezas he zad ar gurunenn eviti. E 1828 avat e voe diskaret gant hec'h eontr, an infant Miguel, a oa bet he danvez-pried e-pad ur pennad en 1826 (torret e oa bet ar promesaoù prestik goude), hag a gemeras an anv Miguel Iañ .
En 1831 e tilezas he zad e gurunenn a impalaer, evit distreiñ da Bortugal gant e verc'h Maria, da adkemer ar gurunenn a roue. Goude stourm e-pad tri bloaz a-enep e vreur e kemeras ar galloud e Lisboa en-dro, d'e reiñ d'e verc'h. Harluet e voe Miguel. Prestik goude e varvas Pedro, ha bloaz goude e voe anvet Maria da rouanez.
Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div wech e timezas.
- En 1835 e voe dimezet da Auguste de Beauharnais, 2vet dug Leuchtenberg (1810-1835), mab da Eugène de Beauharnais ha da Auguste von Bayern. Jubennerez an dimeziñ-se ne oa nemet impalaerez trederannerez Brazil, eil pried he zad hag intañvez, Amélie von Leuchtenberg, c'hoar da Auguste. Gant se e oa deuet Maria da vezañ c'hoar-gaer d'he lezvamm. Mervel a reas he fried gant an difteriezh daou viz goude an eured, da 24 bloaz.
- Bloaz goude, e 1836, ec'h addimezas Marie da Ferdinand von Sachsen-Coburg-Gotha. Hennezh a oa mab d'ar priñs Ferdinand Georg August von Sachsen-Coburg-Saalfeld-Koháry (1781-1851) ha d'ar briñsez Antonia Kohary (1792-1862), niz da Leopold Iañ, Roue Belgia, ha kenderv kompez d'an hini a deuio da vezañ ar rouanez Victoria. Roue Portugal e teuas Ferdinand da vezañ, de jure uxoris, evel Fernando II Portugal. Bugale o doe.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unnek bugel he devoe:
- Pedro (1837-1861).
- Luis, dug Oporto ha Viseu (1838-1889).
- María, ganet marv e 1840.
- Juan, dug Beja (1842-1861).
- Maria Ana, (1843-1884), dimezet da Georg Iañ von Sachsen.
- Antonia María, (1845-1913), dimezet da Leopold von Hohenzollern-Sigmaringen.
- Fernando, (1846-1861)
- Augusto, dug Coimbra (1847-1889)
- Leopoldo, ganet marv e 1849.
- María de Gloria, ganet marv e 1851.
- Eugenio, ganet marv e 1853. mervel a reas e vamm er gwentloù.