Maria Bonita (cangaceira)
Maria Gomes de Oliveira, lesanvet Maria Bonita (Paulo Afonso, 10 C'hwevrer 1910 pe 8 Meurzh 1911[1] — Poço Redundo, 28 Gouere 1938) a oa kompagnunez Virgulino Ferreira da Silva, lesanvet Lampião, cangaceiro e penn ur vandennad laeron e Nordeste Brazil. Hi e oa ar c'hentañ maouez a gemeras perzh en ur vandennad cangaceiros.
E kêriadenn Malhada da Caiçara, hiriv e kumun Paulo Afonso met e Gloria d'an ampoent, e stad Bahia, e voe ganet ha desavet Maria Bonita. Dimezet e oa da José Nenem, ur c'here, hogen divugel e oant, pa gouezhas e karantez e 1929 gant Virgulino Ferreira da Silva, anavezet evel Rei do Cangaço, "roue ar forbaned".
Tad Virgulino a oa bet lazhet gant ar polis en un emgann e 1919. Dial a glaskas Virgulino neuze, ha diskouez a reas bout kriz. Forbanet e voe, ha dalc'hmat e veze ar boliserien (macacos," marmouzien" a lavare anezhe) war e lerc'h. Ar forbaned (cangaceiros) a laere o armoù pe a brene anezhe e kuzh digant poliserien pe gwarded prevez, ha fuzuilhoù Mauser ha pistolennoù Luger a veze ganto. Ar vandennad, etre un daouzek hag ur c'hant den enni hervez ar mareadoù, a lamme war gêrioù ha merourioù e seizh Stad Brazil. En em gannañ a raent gant poliserien, lazhañ tud ha chatal, sachañ arc'hant digant an dud, skrapañ tud evit kaout arc'hant digant tiegezhioù, boureviañ, gwallañ.
E 1930 ez eas Maria Bonita gant Lampião hag e vandennad, pa oa ugent vloaz pe dost. Evel ar merc'hed all er vandenn ez ae war varc'h, e wiske ar memes dilhad lêr evel ar wazed cangaceiros (tog, mantell, gouriz-boledoù, sandalennoù, bragoù, da herzel ouzh drein caatinga ar gouelec'h), hag e kemere perzh en o zaolioù, ma veze graet cangaceiras anezho. Evel ar wazed e oant armet mat hag en em gannent alies ouzh ar boliserien armet.
He marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur verc'h anvet Expedita o doe Maria ha Lampião e 1932. Un toullad cangaceiras a oa erruet er vandenn a-hed ar bloavezhioù, ha Lampião a veze peurvuiañ o skoazellañ pa c'hanent bugale. Ar vugale-se neuze, ha re Lampião ivez, a veze fiziet e kerent pe vignoned, e beleien a-wechoù.
Hervez un toullad testenioù (Daveoù a vank) e vije bet sioulaet ar forbaned meur a wech gant Maria hag ar merc'hed all pa vezent o c'hourdrouz an dud pe o klask sachañ arc'hant diganto gant doareoù kriz.
D'an 28 a viz Gouhere 1938 e voe gwerzhet Lampião hag e goskor gant unan eus o harperien, ha gortozet e voent en ur verouri, hini Angicos e stad Sergipe, gant poliserien armet gant mindrailherezioù. Berr e voe an emgann, lazhet e voe Lampião, Maria Bonita ha 9 all, met 40 anezho a dec'has. Troc'het e voe pennoù ar re lazhet ha kaset da gêr Salvador, kêr-benn Stad Bahia, da vezañ studiet gant skiantourien an ospital ha da vezañ lakaet war ziskouez. N'eo nemet e 1969 e c'hallas diskennidi Lampião ha Maria Bonita kaout ar pennoù hag o beziañ.
Harozez-pobl
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet eo karantezioù Maria Bonita ha Lampião e folklor Brazil, evel re Bonnie ha Clyde e SUA, mesket gant gwad ha gwall.
Dezhi ez eus bet savet meur a levr, a film pe a son, evel ar ganaouenn Acorda Maria Bonita. Un harozez eus al lennegezh-pobl, hag eus al lennegezh cordel eta, eo deuet da vezañ.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (pt) Antônio Amaury Corrêa de Araújo. Lampião - As Mulheres e o Cangaço. San Paulo. Traço Editora. 1984
- (pt) João de Sousa Lima. A Trajetória Guerreira de Maria Bonita, a Rainha do Cangaço.
- (en) Chandler, Billy Jaynes (1978). The Bandit King: Lampião of Brazil. Texas A&M University Press, 2000 (ISBN 978-0-89096-194-0)