Maria Anna von Bayern (1805-1877)
Maria Bavaria, pe Maria Anna von Bayern (München, 27 a viz Genver 1805-Wachwitz, 13 a viz Gwengolo 1877) a oa un dugez eus Bavaria, deuet da vout rouanez Sachsen dre he dimeziñ.
Merc'h e oa da Masimilian Iañ Jozeb, roue Bavaria ha d'e eil pried Karoline von Baden. C'hoar gevell e oa da Sophie Friederike von Bayern, a oa dimezet da Franz Karl von Österreich, hag a voe mamm Franz Joseph Iañ (1830–1916), impalaer Aostria.
Rouanez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1833, da eizh vloaz warn-ugent, e timezas Maria Anna da Friedrich August II, roue Sachsen, hag e eil pried e voe, rak intañv e oa abaoe marv e bried kentañ Maria Karoline Ferdinande Theresia Josephine Demetria Habsburg-Loren.
He c'hoar henañ, Amalie a oa dimezet en 1822 da vreur yaouañ ar roue, Johann, he devoa bazhvalanet evito. Bugel ebet n'o doe.
En 1854 e varvas ar roue Friedrich August II en ur gwallzarvoud er menezioù. Johan a deuas da vout ar roue Johann Iañ, hag Amelie a voe rouanez e-lec'h he c'hoar vihan.
An div c'hoar a varvas en 1877.