Rouantelezh Saks
Rouantelezh Saks pe Sachsen (a zo Königreich Sachsen en alamaneg) zo unan eus stadoù istorel Alamagn, a badas eus 1806 betek 1919.
A-raok-se e oa ur briñselezh, Priñselezh Saks (a zo Kurfürstentum Sachsen en alamaneg). Goude e teuas da vezañ Stad dieub Saks (a zo Freistaat Sachsen).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Perzh a gemeras e Kengevread ar Roen, eus 1808 da 1813, er [[Kengevread alaman|C'hengevread alaman](1815-1866), e Kengevread Hanternoz Alamagn (1867-1871) hag en Impalaeriezh alaman (1871-1918).
Ouzhpenn e kemeras perzh er Mitteldeutscher Handelsverein, pe unvaniezh kenwerzhel Kreizalamagn (1828-1834), ha goude er Deutscher Zollverein, pe unvaniezh maltouterezhel alaman (1834-1919).
Dresden e oa ar gêr-benn, ha gouarnet e voe gant ar skourr alberzhat eus an Tiegezh Wettin.
Da get ez eas en 1918 pa deuas Alamagn da vout ur republik.
Rouaned Sachsen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1806–1827 Friedrich August Iañ der Gerechte (1750 - 1827), Dilenner Sachsen (1763-1806) evel Friedrich August III, kentañ Roue Sachsen (1806-1827) ha Dug Varsovia (1807–1815) evel Friedrich August Iañ.
- 1827–1836 Anton der Gütige (1755 - 1836), breur dezhañ
- 1836–1854 Friedrich August II (1797 - 1854), niz dezho;
- 1854–1873 Johann Iañ (1801 - 1873), breur dezhañ
- 1873–1902 Albert Iañ (1828 - 1902), mab dezhañ
- 1902–1904 Georg Iañ von Sachsen (1832 - 1904), breur dezhañ
- 1904–1918 Friedrich August III (1865 - 1932), mab dezhañ; diskaret e 1918.