Mari Kastellin

Eus Wikipedia
Mari Kastellin e vije ar ganerez. N'hall ket bezañ e 1947 avat, rak 102 vloaz e vije bet.

Marie-Anne Rolland, lesanvet Mari Kastellin, abalamour d'he c'hoef sparlenn, a oa ur werzherez kanaouennoù hag ur ganerez vrezhonek, brudet en hec'h amzer dre ma veaje en ur c'harr sachet gant chas(Daveoù a vank).

Ganet e oa bet e Lokeored d'ar 6 a viz Eost 1845 ha marc'hadourez e oa er foarioù, ma kane kanaouennoù brezhonek ha ma werzhe war follennoù.

Dimezet e voe da Jean Le Chalony, pilhaouer, d'an 3 a viz Mezheven 1879 e Kastellin, hag aet e oant da chom da Gemperle.


En 1914 e Kallag, e voe diskaret karrig Mari Kastellin, 69 bloaz neuze , gant un trenn (linenn Kallag-Gwengamp). Droug ebet n'o doe he chas, hi avat a voe kaset d'an ospital da Wengamp. N'ouzer ket hiroc'h.