Maretz
Neuz
Kumunioù Bro-C'hall | |
---|---|
Anv | Maretz |
Skoed | |
Lec'hiadur Maretz en Arondisamant Cambrai | |
Riez | Bro-C'hall |
Rannvro | Hauts-de-France |
Departamant | Norzh |
Bro hengounel | |
Arondisamant | Cambrai |
Etrekumuniezh | Communauté de communes du Caudrésis-Cateausis |
Kanton | Clary |
Kod INSEE | 59382 |
Kod-post | 59238 |
Maer | Aimé Bleuse |
Amzer-gefridi | 2008-2014 |
Gorread | 11,28 km² |
Led | 50° 02' 49" Norzh |
Hed | 03° 25' 11" Reter |
Uhelder kreiz | .. m |
Uhelder bihanañ | 160 m |
Uhelder brasañ | 166 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 1 452 (2007) |
Stankter | 128 a./km² |
Lec'hienn ar gumun |
Maretz a zo ur gumun eus departamant Norzh e Bro-C'hall.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]XVIIIvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- D’ar 14 a viz Gouere 1712 e voe bodet annezidi (tro 350 e oant) Maretz en iliz katolik gant soudarded saoz an Dug ag Ormont ha devet e voent enni. Ar 150 ti ag ar barrez a voe devet ivez[1].
XIXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Brezel 1870-1871: meur a soudard gall eus al Lu Faidherbe a voe lazhet er gumun
[2].
XXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Brezel-bed kentañ :
- 1914: ar Second Battalion eus ar Manchester Regiment eus lu ar Rouantelezh-Unanet a dremenas dre Maretz p'edo o kilañ dirak al lu alaman d'ar 26 a viz Eost 1914[3].
- 1918: krouet e voe Maretz British Cemetery gant ar 1st/8th Worcesters d’an 11 a viz Here 1918 gant 16 bez enni ; kaset e voent da Busigny Communal Cemetery Extension[4]. Emgannoù a voe e penn-kentañ miz Here 1918 etre luioù ar C'hommonwealth (2nd ha 3rd SAI eus ar South African Infantry[5] , Royal Canadian Dragoons[6] ha Saozon ar Gloucesteshire 1/5 Bn[7],[8]) ouzh an Alamaned.
- Eil Brezel-Bed: emgannoù etre ar 54vet Rejimant Kanolierezh eus al lu gall hag an Alamaned; trec'h eo an Alamaned.
Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Iliz katolik Sant Varzhin, bet savet gant skoazell Fénelon, bet distrujet meur a wezh, e 1712 da skouer.
- Monumant ar re varv eus ar Brezel 1870-1871 e bered ar gumun.
- Monumant ar re varv bet savet goude ar Brezel-bed kentañ e kreiz ar vourc’h.
Armerzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Un ti bresañ anvet Union des brasseurs de Maretz et environs a oa gwechall.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Melestradurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Meurzh 2001 | Meurzh 2008 | Guy Raviteau | Strollad Sokialour Gall | |
Meurzh 2008 | Meurzh 2014 | Aimé Bleuse | ||
N'eo ket anavezet an holl fedoù c'hoazh. |
Emdroadur ar boblañs 1793-2007
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Al livour gall Fernand Lantoine bet ganet e Maretz e 1876 ha marvet er memes lec’h e 1955.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dave ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Éléments (kazetenn), niverenn 117, Hañv 2005, Ephémérides, p.2
- ↑ Communauté de communes Caudrésis-Catésis
- ↑ The Manchesters
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Delville Wood
- ↑ Ben Murray and Benjamin Moore The Great War
- ↑ Edinburgh Gazette
- ↑ London Gazette
- ↑ Cassini hag EBSSA