Mont d’an endalc’had

Urzh Teutonek

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Marc’heien deutonek)
Skoed Kroaz pabel

An Urzh Teutonek zo un urzh relijiel ha soudardel bras e veli er Grennamzer e Prusia.

Orden der Brüder vom Deutschen Haus St. Mariens in Jerusalem eo anv ofisiel an Urzh en alamaneg, pe Ordo domus Sanctæ Mariæ Theutonicorum Hierosolymitanorum e latin, met Deutscher Orden (an "Urzh alaman") eo ar berrstumm en alamaneg. En istor e kaver ivez an anvioù Deutscher Ritterorden (Urzh alaman ar Varc'heion), Deutschherrenorden, Deutschritterorden (Urzh ar Varc'heion alaman) pe "Die Herren im weißen Mantel" ("Aotrounez o mantilli gwenn").

Emgann Tannenberg e 1410.

E 1190, e-pad an trede kroaziadeg ec'h arruas Frederik Barbarossa e Turkia gant 20 000 marc'heg ha 100 000 soudard en holl. Mervel a reas koulskoude goude div drec'hadenn war an Durked, en ur vont da neuial er Saleph (Goskü). Un nebeud marc'heien a yeas betek Sant-Yann-Akr evit sikour ar groazeien. Eno e voe krouet an Urzh Teutonek.

En e zeroù e oa un urzh herberc'hour met e 1192 e teuas da vout milourel hag e 1198 e voe anavezet gant ar pab Inosant III. Uheloc'h eget re ar vistri all e oa c'hoantoù e bevare mestr meur, Hermann von Salza : mennet e oa da grouiñ ur Stad meret gant an Urzh. Goude un añse e Hungaria e 1225 e voe ret d'an Urzh klask en ul lec'h all. Nebeut goude e voent galvet gant ur priñs polonat evit difenn Mazovia ha gant ar galv-se ha « bouilh aour Rimini » e kemerjont Prusia.

Betek 1409 e voe kreñvaet o bro gant an Urzh ha kemer a rejont kalz rannvroioù ; petra bennak m'o devoa kollet enep Rusia e Novgorod hag e briñs Aleksandr Nevsky e 1242 eo aet an Urzh da ziorren e Polonia hag e Lituania. Dont a raas an Urzh da vout kreñv-tre en ur stad soudardel hag ekonomikel.
E 1410, e-kerzh ar brezel enep Polonia, e kollas an Urzh emgann Tannenberg. Dont a reas da vezañ gwanoc'h-gwanañ betek 1466, ma teuas da vout gwaz Polonia.

E 1525, diwar ali Martin Luther, e divelegas Albrecht Iañ von Brandenburg-Ansbach, anezhañ Mestr Meur diwezhañ an Urzh Teuronek ; diwar glad an Urzh e savas ur briñselezh a droas da Rouantelezh Prusia.