Maria Cristina an Div Sikilia (1806-1878)
- Meur a vaouez zo bet anvet Maria Cristina an Div Sikilia.
Maria Cristina an Div Sikilia, pe María Cristina de Borbón-Dos Sicilias e spagnoleg, (Palermo, 1806 — Sainte-Adresse, 1878), a oa ur briñsez italian hag a voe rouanez Spagn goude dimeziñ da Fernando VII e 1829. Rejantez e voe goude marv he fried, etre 1833 ha 1840, evit he merc'h Isabel II, rouanez Spagn.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Trede merc'h Francesco Iañ an Div Sikilia ha María Isabel Spagn e oa. Roue an Div Sikilia e oa he zad, hag infantez Spagn e oa he mamm. He c'hoar henañ, Luisa Carlotta an Div Sikilia (1804-1844), a oa dimezet da Francisco de Paula Spagn (1794-1865), breur yaouañ Fernando VII (1784-1833), Roue Spagn. Pa varvas trede pried he breur-kaer Fernando, teir gwech intañv ha bepred divugel, e teuas Luisa Carlotta a-benn da lakaat roue Spagn da addimeziñ d'he c'hoar yaouank, Maria Cristina. Evel-se eo e teuas ar c'hoar yaouank da vout pevare pried an intañv kozh, ha war un dro rouanez Spagn ha c'hoar-gaer d'he c'hoar.
Euredet e voent e 1829. An ozhac'h, a oa eontr dezhi, en devoa 22 vloaz warni. Dipitet bras neuze e voe Carlos, Kont Molina, breur etrehenañ ar roue, o welout e vreur henañ oc'h addimeziñ adarre, hag ar gurunenn o pellaat diouzh e benn.
Rejañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwelout ivez Brezel kentañ ar garlourien
Mervel a reas he fried Fernando VII d'an 29 a viz Gwengolo 1833. Anvet e oa bet an intañvez yaouank, Maria Cristina, e testamant ar roue, da c'houarnerez ar Rouantelezh (Gobernadora del Reino), ur garg a voe kadarnaet tri bloaz goude gant ar Lezioù (las Cortes) en 1836. D'an 28 a viz Kerzu 1833, tri miz goude dezhi intañveziñ, e reas un dimeziñ morganatek ha kuzh gant un sarjant eus e warded-korf, Agustín Fernando Muñoz y Sánchez. Ne oa ket an darempred-se diouzh grad kevredigezh an amzer. Ar beleg Marcos Aniano González, nevez beleget, mignon d'ar paotr nevez, a lidas o eured, hag a chomas e darempred gant an tiegezh e-pad tost da dri-ugent vloaz, evel aluzener ar palez ha kofesour nemetañ María Cristina.
He merc'h pennhêrez ne oa nemet tri bloaz da varv he zad ha Maria Cristina a voe rejantez ar rouantelezh e-pad seizh vloaz, adal 1833 betek 1840.
En anaoudegegezh a gement-se e c'houlennas kuzul Real Isla de la Higuerita an aotre da gemmañ hec'h anv en Isla Cristina.
He brasañ enebour e oa hec'h eontr ha breur-kaer Carlos María Isidro de Borbón a lavare bezañ ar priñs pennhêr nemetañ hag a voe kaoz da Brezel kentañ ar garlourien.
Dimezioù ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kentañ pried
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas e 1829 da Fernando VII (1784 - 1833), Roue Spagn, 22 vloaz warni. E bevare ha diwezhañ pried e oa. Div verc'h o doe :
- Isabel II (1830–1904), rouanez Spagn.
- María Luisa Fernanda de Borbón (1832–1897), Infantez Spagn, dimezet d'ar priñs gall Antoine d'Orléans (1824-1890), dug Montpensier.
Eil pried
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Addimeziñ a eure Maria Cristina an Div Sikilia da Agustín Fernando Muñoz y Sánchez, kentañ Dug Riánsares ha kentañ Markiz San Agustín, hag eizh bugel o doe, titlet gant o hanterc'hoar rouanez, Isabel II, etre 1847 ha 1849 :
- María de los Desamparados Muñoz y de Borbón, kentañ Kontez Vista Alegre (1834 - 1864)
- María de los Milagros Muñoz y de Borbón, kentañ Markizez Castillejo (1835 - 1903)
- Agustín Muñoz y Borbón, Dug Tarancón, kentañ Beskont Rostrollano ha Priñs Ecuador (1837 - 1855)
- Fernando Muñoz y de Borbón, kentañ Beskont Alborada ha kentañ Kont Casa Muñoz; eil Dug Riánsares, eil Dug Tarancón hag eil Beskont Rostrollano (1838 - 1910)
- María Cristina Muñoz y de Borbón, Markizez Isabela ha Beskontez Dehesilla (1840 - 1921)
- Juan Muñoz y de Borbón, kentañ Kont ar Recuerdo, kentañ Beskont Villarrubio hag eil Dug Montmorot e Bro-C'hall (1844 - 1863)
- Antonio de Padua Muñoz y Borbón (1842 - 1847)
- José María Muñoz y de Borbón, kentañ Kont Gracia ha kentañ Beskont an Arboleda (1846 - 1863)