Manul

Eus Wikipedia
Manul

O. manul


Tost en arvar (NT)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Genad : Otocolobus
Anv skiantel
Otocolobus manul
Pallas, 1776
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar manul (Otocolobus manul pe Felis manul), pe kazh Pallas, zo ur c'hazh gouez bihan (60 cm gant ul lost 10 cm) eus Kreiz-Azia. Melendu eo gant roudennoù du na vezont ket gwelus atav en abeg da devder e vlevenn.

Disheñvel eo diouzh ar c'hizhier arall, ar pezh en deus lakaet ar vevoniourien d'e renkañ en un iskerentiad : ar felinae. E bavioù zo berr hag e gorf tagos. Tev eo e vlevenn ha kemm a ra hervez koulz ar bloaz. Da c'hrisoc'h ez a e-pad ar goañv. Abalamour d'e zremm plat a-walc'h e kreder gwechall e oa hendad ar c'hazh persiat.

E stepennoù Azia e vev betek 4000 m. Un aneval-noz eo ha hemolc'h a ra krignerien, pikaed hag evned. Evit e greoñ e veze hemolc'het met gwarezet eo hiziv en darn vrasañ eus e diriad.

Rummatadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renket eo ar manul en un iskerentiad ispisial, ar felinae. Bez ez eus tri isspesad :