Manuelle Gautrand
Neuz
Manuelle Gautrand a zo ur savourez c'hall bet ganet e 1961.
He burev a zigoras e Pariz e 1991. Meur a briz he deus tapet, en o zouez priz A.M.O., 2000 ha hini Savouriezh Yaouank e 1992. Ganti e vez savet savadurioù liesseurt : burevioù, lojeizoù boutin, stalioù pe savadurioù sevenadur.
Savadurioù bet krouet ganti
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1994: Kemplezh sinema Villefontaine
- 1996: Sanailh an aerborzh, aerborzh Naoned
- 1997: Skolaj Laurent-Mourguet Écully
- 1998: Catering (savadur bitailh) war aerborzh Naoned
- 1998: 5 gar treizhaj, gourhent A16 (eus Abbeville Norzh da Boulogne-sur-Mer Su)
- 1999: Kreizenn Dramaek Broadel Pas-de-Calais, Béthune
- 1999: Ensavadur skol-veur micher Lieusaint
- 1999: Arsailh porzh, porzh stêrioù Gennevilliers
- 2001: Kemplezh sevenadur La Coupole,Saint-Louis (Haut-Rhin)
- 2002: 2 arsav-metro VAL e Roazhon (Villejean ha J.F. Kennedy)
- 2006: Solaris, 100 lojeiz boutin, Roazhon
- 2007: Hélianthe, lojeiz boutin, Boulogne-Billancourt
- 2007: Stal Citroën C42, Champs-Élysées, Pariz
Da zont
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2008 : kreizenn genwerzh Central Plaza Chaengwattana, Bangkok (Thailand)
- 2009 : mirdi arzoù modern Lille, Villeneuve-d'Ascq
- 2009 : kreizenn aferioù, Saint-Étienne
- 2009 : savadurioù burevioù, 36, avenue de Friedland, Pariz
- 2010 : savadurioù burevioù, Lyon Confluence
- 2010 : leti, pretioù ha stalioù, Kopenhagen (Denmark) – gant KIELER AS
- 2010 : La Gaîté-Lyrique : kreizenn gouestlet d'ar sonerezhioù a-vremañ ha d'an arzoù niverel
- 2011 : Tour AVA, La Défense