Mont d’an endalc’had

Maner Mezedern

Eus Wikipedia
MONUMANT Monumant istorel ISTOREL

Maner Mezedern e Plougonven

Maner Mezedern zo ur maner eus ar XVvet, XVIvet ha XVIIIvet kantved e Plougonven, e Treger Penn-ar-Bed. Abaoe an 31 a viz Eost 1992 emañ war roll ar monumantoù istorel.

Perc'hennet eo maner Mezedern gant an tiegezh Lagadeg, pe Lagadeug, etre ar XVvet hag an XVIIIvet kantved. Even Lagadeg e oa aotrou ar maner e 1443. E vreur yaouañ, Yann Lagadeg, pe Jehan Lagadeuc, a yeas da veleg ha gantañ e voe savet ar geriadur anvet Catholicon, e teir yezh, brezhoneg, latin ha galleg. Moullet e voe ar geriadur-se evit ar wech kentañ e 1499 e Landreger. Daoust ma n'eo ket prouet, e soñjer e oa bet skrivet ar geriadur-se e maner Mezedern.

En XVIIIvet ha XIXvet kantved e tremenas ar maner etre daouarn familhoù all. O vont da gouezhañ en e boull e oa ar maner, en XXvet kantved, met kempennet e voe gant e berc'henned, adalek ar mare ma voe lakaet war roll ar monumantoù istorel e 1992. Bremañ e vez digoret d'ar weladennerien, bep hañv, ha da-geñver Devezhioù ar Glad, e miz Gwengolo.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.