Mont d’an endalc’had

Maner Kerverder

Eus Wikipedia
Maner Kerverder
(Ouzh traoñ emañ an Norzh)

E Langoad emañ maner Kerverder met ar savadur-se n’eo ket renablet el levrioù ha dianav eo e istor. Emañ etre Kastell Du, e Langoad, hag iliz Ker Roc’h, a-hed ar Yeodi.

An istorour ha lignezour breizhat Henri Frotier de la Messelière (1876-1965), brudet evit e labour diwar-benn manerioù ha kestell Breizh, a skrivas : «  Kerverder : Maner », netra ken.
Bertrand Amiot, ne skrivas netra en e levr Le manoir en Bretagne – 1380-1600[1].
Ur bern levrioù zo bet embannet diwar-benn an danvez-se, met Kerverder zo chomet kuzhet.

Savet e voe maner Kerverder e fin ar XVvet kantved pe e penn-kentañ ar XVIvet kantved.
Ar maner en deus un tour-pichon karrez, 236 toull ennañ, neuze, gorreenn al lec’h a oa 236 devezh-arat hag en doe ar chapel Sant-Erwan.
Ul lec’h a noblañs eo ar maner-mañ, gant ul lec’hiadur pouezus. N’o doa ket tailhoù ha perzhiadur da baeañ evit al lec’h.

1535 - E Louaneg e voe an aotrou Henri de Kerverder o chom.

1544 - An aotrou Gilles de Kerderyen, an aotrou Chef du Pont, a voe o chom er maner.

1572 - An aotrou Henry de Kerderien a vevas er maner ; eñ e oa an aotrou du Modest ivez, ha mab Gilles.

1580 - An itron Françoise, e verc'h ha gwreg an aotrou François de Cresolles, a voe hêrez ar maner.

1593 - An aotrou François de Cresolles, mab an itron Françoise de Kerderien, a voe hêr.

1599 – An aotrou Gilles de Cresolles, ar breur henañ, e voe an hêr nevez.

1609 - An itron Jeanne de Cresolles, an itron du Chef du Pont, a voe o chom er maner, m'edo he lez-varn evit aotrouniezh Chef du Pont gant gwirioù justis izel ha krenn.

1610 - An itron Jeanne, itron Ar Modest, a zimezas d’an aotrou Guy du Cleuz.

1617 - An aotrou Guy du Cleuz a lipas e strapenn ha gwerzhet e voe ar maner da André Prigent, anezhañ ur bourc’hiz pinvidik hag a veve e Ker Roc’h ; dimezet he devoa e verc’h d’an aotrou Christophe Lorance, an aotrou de Penquer.

1698 - E wreg, an Itron Jacquemine Lorance, an itron de Penanec’h du Parc, a voe perc’hennez war ar maner.

1699 - He merc'h, an itron Marie du Parc, a voe an hêrez met mervel a reas e 1701 ; an aotrou Anne Nicolas de Caradeuc de la Chalotais a voe perc'henn war maner Kerverder neuze, peogwir e oa gwaz an itron Françoise Anthoinette de Penmarc’h (merc’h-vihan an Itron Jacquemine Lorance).

1701 - Feurmet e voe ar maner da Nicolas Le Tinevez, ul labourer-douar pinvidik.

1732 - Pierre Le Tinevez, mab Nicolas, a feurmas ar maner.

1760 - An aotrou Louis René de Caradeuc de la Chalotais ( Loeiz ar Chalotez) a feurmas ar maner da Jean Salpin ha Bernadine Rostren evel ur c'houmanant.

1768 - Aliette Salpin, e verc’h, ha Nicolas Kerambrun a brenas ar c'houmanant.

1775 - Aliette Salpin a werzhas ar c'houmanant d’an aotrou La Chalotais.

1776 - Ar familh Le Grand a feurmas ar maner.

1779 - Adaozet e voe ar maner gant Jacques François Anfray, tisavour e Breujoù Breizh.

Pluviôse an VII - Gwerzhet e voe chapel Sant-Erwan ha distrujet nebeud goude.

1793 - Dibennet e voe an aotrou Anne Jacques Raoul de Caradeuc de la Chalotais.

1801 - E wreg an Itron Marie de Coetmen hag e verc’h an itron Marie-Louise Anne Caradeuc de la Chalotais (gwreg an aotrou Victor Hyppolite de Boutville) a werzhas ar maner d’ar familh Le Grand.

  1. (fr) AMIOT, Bertrand : Le manoir en Bretagne – 1380-1600, L'Imprimerie Nationale, 1999 (ISBN 978-2-7433-0319-8)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]