Mallam Abdullahi Ibrahim
Neuz
Mallam Abdullahi Ibrahim, un Nigerian eus Lagos, oa oa bet harzet e miz Du 2004 ha kaset d'an toull-bac'h goude bezañ tamallet bezañ heñvelrevour, rak un torfed an hini eo hervez ar charia, ma vez kastizet gant ar marv.
Gant ul lez-varn islamek ez eus bet embannet un urzh evit klask e garedig Michael Ifediora Nwokoma met keit ha ma chom hep bezañ tapet ne c'hell ket bezañ barnet nag an eil nag egile, met rankout a raio Mallam Abdullahi Ibrahim chom en toull-bac'h memes tra.
Ma vez tapet Nwokoma ha kavet kablus e vezint lakaet o-daou da vervel dre deurel mein warne.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh. |