Malbrough s'en va-t-en guerre
Malbrough s'en va-t-en guerre[1],[2], anavezet ivez evel Mort et convoi de l'invincible Malbrough, zo ur ganaouenn c'hallek eus an XVIIIvet kantved, anezhi ur c'hlemmgan fentus diwar-benn obidoù John Churchill, 1añ Dug Marlborough (1650–1722).
Danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er son c'hallek e konter edo gwreg Marlborough o c'hortoz he fried da zistreiñ eus ar brezel pa glevas keloù eus e varv ; pa voe beziet ar gwaz e oa un eostig o kanañ a-us d'e vez.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e oa ar son goude Emgann Malplaquet en 1709, a c'hoarvezas e Malplaquet, ur gêriadenn a zo hiziv e kumun c'hall Taisnières-sur-Hon, tostik da gêr Mons, e Belgia. Kontet eo da vezañ gwadusañ emgann Brezel Hêrezh Spagn. Trec'h e voe arme c'hall Villars war an arme saoz. Ur falsvrud a rede diwar-benn marv an dug saoz, en deus roet e anv da kastell Malbrouck / Schloss Meinsberg, en Loren : gwir eo e oa bet gloazet an dug en emgann, d'an 11 a viz Gwengolo 1709, met ne varvas nemet e 1722.
- Brudet e voe ar ganaouenn adal 1781, pa voe lakaet gant ar skrivagner gall Beaumarchais er pezh Le Mariage de Figaro. C'hoariet e voe e Versailles evit an danvez-tsar Paol Iañ Rusia ha berzet war urzh ar roue Loeiz XVI.
XIXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E deroù ar XIXvet kantved e veze lâret gant Chateaubriand e teue eus broioù ar Reter[3].
- E 1813, goude Emgann Vitoria, en Euskal Herria, pa drec'has dug Wellington war arme c'hall Giuseppe Buonaparte, e voe implijet an ton gant Ludwig van Beethoven da sevel Wellingtons Sieg oder die Schlacht bei Vittoria, Op. 91[4], ur pennad 15 munut, da lidañ trec'h ar Saozon.
- E Kerzu 1867 e oa anv un operetta en Pariz. Pep a arvest a oa skrivet gant Georges Bizet, Léo Delibes, Émile Jonas hag Isidore Legouix.
Hervez ar werinoniour aostralian John Meredith e vefe bet ar c'hentañ ton europen desket da henvroiz Aostralia.
Ton
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krediñ a ra lod e oa koshoc'h an ton eget ar ganaouenn hec'h-unan. Implijet eo ivez evit kanañ
- For He's a Jolly Good Fellow
- The Bear Went Over the Mountain
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kanet e vez e meur a yezh:
E galleg | Spagnoleg | Alamaneg | Saozneg | Brezhoneg |
Marlbrough s'en va-t-en guerre, mironton, mironton, mirontaine, |
Mambrú se fue a la guerra, ¡qué dolor, qué dolor, qué pena!, |
Marlbrough zieht aus zum Kriege, Die Fahne läßt er wehn; |
Marlbrook the Prince of Commanders
Is gone to war in Flanders, |
Malbroug a ya d'ar brezel,
tra la la la li la leno Malbroug a ya d'ar brezel, Pegoulz e teuy d'ar gêr ? (3 gwezh en holl) E wreg a zo glac'haret Pignat 'ra 'barzh an tour Ha pa ne c'hell mui pignat, Uheloc'h ned a ket. A bell e wel he floc'hig, Hag eñ gwisket e du. Va floc'hig, din, livirit, Perak e leñvit-hu ? "Bet on Itron er brezel, Gwelet em eus ho kwaz Ho kwaz e-barzh un arched E benn oa liv d'ar c'hoar O vont a-dreñv an arched Pevar ofiser bras Gant unan oa e gleze Gant unan oa e dok Gant unan oa e chupenn Gant unan ne oa mann." An itron p'he deus klevet, A gouezh eus lein an tour. A gouezh ouzh treid he floc'hig. Izeloc'h ned a ket. Hag en iliz o kanañ, Oa pevar beleg bras. O kanañ al Libera Da Valbroug ha d'e wreg. |
An doare saoznek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An hini saoznek a voe savet gant ar barzh amerikan Henry Wadsworth Longfellow en XIXvet kantved.
An doare danek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un doare danek, Mallebrok, zo bet enrollet gant Lars Lilholt e 1995[5],
An doare brezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lakaet eo bet e brezhoneg gant Roparz Hemon, hag embannet e-barzh Ar Bed Keltiek. Kavout a reer ar c'homzoù bremañ e pevare levrenn "Kanaouennoù", un dastumad kanaouennoù a oa bet lakaet gant Roparz Hemon e brezhoneg diwar ganaouennoù e yezhoù all.
Doareoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Doareoù rusek ha svedek, zo ivez.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meneget eo ar ganaouenn e meur a oberenn :
- Torfed ha Kastiz, gant Fyodor Dostoyevsky, ma klask Katerina Ivanovna Marmeladova ober d'he bugale kanañ an doare rusek dirak an dud, kent dezhi mervel.
- Brezel ha Peoc'h, gant Lev Tolstoy, pa weler ar Priñs Nikolai Bolkonsky o kanañ deroù ar son d'e vab ar Priñs Andrei (pennad XIX).
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Malbrough s'en va-t-en guerre, tresadennoù gant Frölich, skrid gant Stahl – 1878 - Pierre-Jules Hetzel, e Gallica : [2]
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ton ha son en ul levr gallek
- ↑ Kanet amañ
- ↑ Sophie-Anne Leterrier, « La Chanson de Malbrouck, de l’archive au signe », Volume !, vol. 2, no 2, 2003, a skriv en devije kontet Chateaubriand en doa klevet an ton er Reter, ma vije bet, hervezañ, degaset gant ar Groazidi. S.-A. Leterrier se réfère à Weckerlin. E levr Weckerlin, meneget ganti en he levrlennadur : Chansons et Rondes Enfantines, Paris, s.d. (1885 ?), p. 42, e skriv Weckerlin : « Les Égyptiens et les Arabes connaissent l'air de Malbrough, Castil Blaze prétend même que cette chanson nous vient des Maures (...). » Nemet n'eo ket meneget anv Chateaubriand aze gant Weckerlin.
- ↑ Wellingtons Sieg, Order Die Schlacht Bei Vittoria. Op.91 (1813) – Ludwig Van Beethoven : [1].
- ↑ Mallebrok, an doare danek, kanet gant Lars Lilholt