Mont d’an endalc’had

Emgann Malplaquet

Eus Wikipedia
Emgann Malplaquet

La bataille de Malplaquet (aozer dianav)
Deiziad 11 a viz Gwengolo 1709
Lec'h Malplaquet e Taisnières-sur-Hon,
etre Mons ha Maubeuge
Disoc'h Trec'h strategel Bro-C'hall
Trec'h taktikel ar gengevredidi
Brezelekaerien
 Rouantelezh c'hall  Arc'hdugelezh Aostria
 Proviñsoù-Unanet
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Pennofiserien
De Villars Marlborough
De Savoie-Carignan
De Hesse-Cassel
Nerzhioù
80 000 soudard 110 000 soudard
Kolloù (Lazhet pe c'hloazet)
6 000 (7,5 %) ~22 500 (20,45 %)
Kartenn an emgann
50° 19' 11" N – 3° 50' 12" R

Er biz : Ar Gevredidi • Er mervent : ar C'hallaoued
Eugène de Savoie-Carignan, trec'hour Malplaquet

Emgann Malplaquet zo un emgann d'an 11 a viz Gwengolo 1709, e kêriadennig Malplaquet, bremañ e kumun c'hall Taisnières-sur-Hon, tostik da gêr Mons, e Belgia, e-pad Brezel Hêrezh Spagn. Un arme aostrian hag izelvroat a oa renet gant ar jeneral saoz John Churchill, dug Marlborough, hag ar priñs Eugenio di Savoia, en em gannas ouzh un arme c'hall renet gant ar marichal Villars. Kilañ a reas ar C'hallaoued met koll a reas o enebourien kement a soudarded ma n'halljont ket aloubiñ Bro-C'hall.

Gwadek e voe an emgann, an hini spontusañ eus Brezel Hêrezh Spagn. An armeoù unanet a gollas etre 20 000 ha 25 000 den, ar C'hallaoued 6 000 bennak hepken. Gallout a reas bro-C'hall kenderc'hel ar stourm betek emgann Denain, ha marc'hata feur-emglev Utrecht e 1713.

Diwar an emgann-se e voe savet ar c'han Malbrough s'en va-t-en guerre‎.