Mahbub ul Haq

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Mahbub-ul-Haq

Mahbub ul Haq (Urdu: محبوب الحق) ganet d'ar 24 a viz C'hwevrer 1934 hag aet da Anaon d'ar 16 a viz Gouhere 1998 a oa un ekonomiour, ur matematikour kement hag ur prederour war an diorroadur etrebroadel. Bez e voe 13vet maodiern an arc'hant e Pakistan etre an 10 a viz Ebrel 1985 hag an 28 a viz Genver 1988.

E 1988 e oa distroet d'ar Stadoù Unanet lec'h ma vezo o labourat evel kuzulier ispisial evit penn an aozadur United Nations Development Programme (Raktres diorroadur ar Broadoù Unanet) William Henry Draper. Eno, Mahbub ul Haq en deus savet, gant Amartya Sen, an annual Human Development Reports (Dezrevell bloaziek an diorroadur denel), gant an Indikadur Diorroadur Denel, graeet evit muzuliañ pegen mat e vev an dud er vro-mañ-bro. Distroet eo da Pakistan e 1996 evit sevel eno skourr lec'hel an Human Development Center (Kreizenn an Diorroadur Denel) en Islamabad.