United Nations Development Programme

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
UNDP logo.svg

Program Diorren ar Broadoù Unanet, United Nations Development Programme e saozneg , berraet en UNDP, a vez graet eus rouedad hollek an diorren evit Aozadur ar Broadoù Unanet.

Gant e lec'h pennañ e New York City, an UNDP a glask reiñ harp ha difenn ar c'hemmoù ret er broioù a-benn uhelaat ul live skoliata, eskemm a-zivout an taolioù-arnod kement hag eskemm ar madoù evit sevel ur bed reishoc'h. Lies eo an obererezhioù a vez sevenet gant an aozadur, evel degas selloù tud arbennikaet, gourdoniñ, harpañ gant arc'hant d'ar vroioù o tiorren. Ar re baourañ dre ar bed e vez bepred kalon ar broioù da harpañ.

An UNDP a zo ur skourr pouezus eus Aozadur ar Broadoù Unanet hag eus ar vodadeg veur. Penn merour an UNDP a vez an trede penn uhelañ ofisiel d'an ABU goude sekretour-meur an aozadur hag ar c'hannad sekretour-meur d'an ABU.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloaz 1966 e voe krouet an UNDP dre gendeuziñ an EPTA (Expanded Programme of Technical Assistance) hag an diaz arc'hantaouiñ arbennik.