Mafalda di Savoia (1902-1944)
- Pennadoù Matilda Savoia, Mafalda, Matilda, zo ivez.
Mafalda Savoia (1902-1944), pe Mafalda di Savoia en italianeg, zo ur briñsez italian, marvet e Buchenwald. Merc'h e oa d'ar roue Vittorio Emanuele III ha da Elena del Montenegro. Dimeziñ a reas d'ar priñs alaman Philipp von Hessen (1896–1980). Hennezh a oa, evel e vreur Christoph von Hessen (1901-1943), un den a renk uhel er strollad nazi. Un eured a garantez e voe, hogen unan hag a zisplije kenañ d'ar pab dre ma oa protestant ar gwaz, ha lidet e voe e Torino ha neket e Roma. Hitler a implijas tiegezh Mafalda evit levezoniñ he zad, roue Italia, ha nesaat ouzh faskourien Italia.
Pa gouezhas renad ar faskourien e fuloras Hitler ha kavout a reas dezhañ he devoa Mafalda iriennet da reiñ lamm d'an Duce hag he dije drouklazhet roue Bulgaria, breur-kaer dezhi. Gwir eo e oa aet Mafalda, e deroù 1943, da Vulgaria da weladenniñ ar roue Boris III, ha ne ouie ket war be du mont ken gant an Alamaned. Kleñvel a reas ar roue neuze, ha mervel.
Klevout a reas e oa kodianet Italia, bac'het he fried en Bavaria, kuzhet he bugale gant ar Vatikan, d'an 23 a viz Gwengolo 1943. Galvet e voe gant Karl Hass, eus kommandantur Roma, a gemennas e oa ul lizher a bouez a-berzh he fried ouzh he gortoz er c'hannati alaman. Pan erruas eno e voe harzet, kaset da Vünchen, goulennataet ha bazhataet, kaset da Verlin, hag alese da gamp Buchenwald.
Buchenwald
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 24 a viz Eost 1944 e voe bombezet al labouradeg pourvezioù-brezel a oa e kamp Buchenwald gant an Amerikaned, ha lazhet e voe ouzhpenn 400 prizoniad. Gloazet fall e voe Mafalda, a oa lojet e-kichen. Pa grogas ar vombezadeg e voe douaret betek he gouzoug en atredoù ha poazhet e oa bet he brec'h. Buan e voe bulumet he brec'h, ha troc'het outi. Ne baoueze ket da wadañ, semplañ a reas, ha mervel e-pad an noz etre ar 26 hag ar 27 a viz Eost 1944. Goude ar brezel e voe kaset he c'horf da zouarañ da gastell Kronberg Castle en Hessen.
Eugen Kogon, a skrivas The Theory and Practice of Hell - The German Concentration Camps and the System Behind Them (1950), pajenn 131; a ro munudoù all diwar-benn marv Mafalda, ha darn a seblant dislavarout pezh a ouied a-raok.
Er vombezadeg e oa bet gloazet brec'h ar briñsez ha medisin ar c'hamp, an doktor Schiedlausky, a droc'has ar vrec'h, met mervel a reas ar vaouez, abalamour ma wade re. Taolet e voe he c'horf noazh er forn, met tennet e voe alese gant ar beleg Joseph Thyl eus ar bern korfoù, goloet, ha prientet evit bout pulluc'het. Thyl a droc'has ur rodellig eus he blev, hag a gasas e kuzh da vezañ miret e Jena, betek ken na voe gallet kas anezhi d'he zud .
Goude he marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne voe kaset keloù d'he ziegezh nemet e fin 1944, nag embannet e oa marvet gant an drec'herien nemet en 1945.
En 1997, e voe enoret ar briñsez Mafalda gant gouarnamant Italia gant un timbr-post.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Renato Barneschi: Frau von Weber: vita e morte di Mafalda di Savoia a Buchenwald; Mailand: Rusconi, 1982; Patrom:DNB. Neuauflage: Mailand: Tascabili Bompiani, 2006; ISBN 88-452-5641-3
- Dino Campini: La Principessa Martire. Mafalda di Savoia; Mailand, ELI, 1955
- Jobst Knigge: Prinz Philipp von Hessen: Hitlers Sonderbotschafter für Italien; Humboldt Universität Berlin 2009;