Mont d’an endalc’had

Mae

Eus Wikipedia
Genver · C'hwevrer · Meurzh · Ebrel · Mae · Mezheven · Gouere · Eost · Gwengolo · Here · Du · Kerzu
Mae
1 2 3 4 5 6 7
8 9 10 11 12 13 14
15 16 17 18 19 20 21
22 23 24 25 26 27 28
29 30 31        


Mae e Les Très Riches Heures du duc de Berry, 1486

Pempvet miz ar bloaz eo miz Mae hervez an deiziadur gregorian.

Gwechall e oad kustum, e meur a vro en Europa, da blantañ ur « wezenn miz Mae » evit lidañ distro an delioù er gwez. E Kontelezh Nisa e weled plac'hed ha paotred o « treiñ ar Mae » ouzh son ar pif hag an daboulin, da lavarout eo dañsal koroll-tro miz Mae en-dro d'ar wezenn plantet war leurgêr ar gêriadenn[1].

Krennlavaroù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • « Noz ar Wenngaouenn / Etre Mae ha Mezheven », diwar-benn noz diwezhañ ar miz[2].
  • « Da viz ebrel e kousk an ozac'h hag e vevel / Da viz Mae e lavar ar wreg d'ar vatez ober ivez. »[3]
  • « E miz Mae, re glaw bemdez ha re nebeud beb eil deiz nemed en noz e rafe. »[3] (sic)
  • « Tarkouillen miz Mae a vez lazet gand ar re all. »[4] (sic) ; *tarkouillen = targizhier.
  • « Da viz Mae, taol da chupenn e toull ar c’hae » (tommoc'h eo an amzer).
  • « E miz Mae, ar c’hezeg a daol o sae hag ar medisin a vez gae.
  • « Da viz Mae, ar mezeg a vez gae »
  • « Da viz Mae e lamm ar segal dreist ar c'hae »
  • « Da viz Mae, taol da chupenn e toull ar c'hae »
  • « Digant kala Mae goulennet / Pe da zeiz e teuy Nedeleg / Ha mar ne gredit ket c'hoazh / Goulennit da sant Jerman bras »[5]
  • « E miz Mae / Ar c'hezeg a daol o sae / Ar segal a lamm dreist ar c'hae »
  • « E miz Mae / Kanab gae »
  • « E miz Mae glav bemdez zo re, re nebeut bep eil deiz »
  • « Hanter Mae dilost goañv / Hanter miz Even el lakaan »
  • « Pa vo barvoù kelvez e miz Mae / Kalon an ijuler a vo gae »[6]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) Koroll-tro miz Mae
  2. Devri
  3. 3,0 ha3,1 Jules Gros, Le Trésor du Breton parlé, levrenn 3, Librairie Bretonne Giraudon, Barr-Heol, 1974, p. 324.
  4. Jules Gros, p. 306.
  5. Jerman : 31/07 ; atav e vez an 01/05, an 31/07 hag ar 25/12 d'an hevelep deiz er sizhun (d'ur Merc'her e 2019).
  6. Ijuler : uzurer.