Lynch

Eus Wikipedia

Lynch zo un anv-tiegezh saoz hag iwerzhonat. E-touez an orinoù liesseurt a zo staget ouzh an anv-se e kaver an anv norman de Lench koulz e Bro-Saoz hag e Bro-Iwerzhon. En Istor en deus strewet un niver bras a ziskennidi eus ar familhoù Lynch-se en Europa hag er Bed Nevez.

An orinoù saoz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Bro-Saoz e teu an anv pe eus an anv norman de Lench pe eus an anv hlinc eus Kent (o talvezout 'Torgenn').

Ur familh Lynch a oa genidik eus Cranbrook e Kent hag e oa en em staliet e mare an tiegezh Tudor e "The Groves" en ur gêriadenn anvet Staple e-kichen Canterbury e Kent (distrujet e voe an ti e 1843 pa varvas Lady Lynch). Douaret eo al lodenn vrasañ eus ar familh en iliz Staple. Menegomp e-touez e izili :

  • Simon Lynch, ozhac'h "The Groves" e Staple hag ezel eus ar Parlamant evit Sandwich (1495-1573),
  • Sir Thomas Lynch, gouarnour Jamaika vreizhveuriat,
  • John Lynch, dean hag arc'hdiagon Iliz-veur Canterbury, ozhac'h "The Groves" e Staple, dimezet gant ur verc'h da William Wake, arc'heskob Canterbury,
  • William Lynch, ozhac'h "The Groves" e Staple, diplomat, dastumer arz hag ezel eus ar Parlamant evit Canterbury.

An orinoù iwerzhonat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stumm saoznekaet anv meur a familh iwerzhonat eo Lynch, en o zouez :

  • Ó Loingsigh, hag a dalv "diskennad eus Loingseach", saoznekaet e Lynchy, Lynskey ha Lindsey
  • Mac Loingsigh – Clynch, Lynch, Mac Glinchy, MacClintock, McClinton
  • Mac Loingseacháin – Lynchseanaun, Lynch
  • de Lench, un anv saoz-norman, hag a zeuas da vezañ unan eus 14 Meuriad Galway, marc'hadourien c'halloudus eus Galway. Semper fidelis e oa ger-stur ar familh pinvidik-se, ha Patrick Lynch, da skouer, hag a zeuas da vezañ ur perc'henn douar en Arc'hantina, a zeu anezhañ.

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hanvadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roet eo bet an anv Lynch da veur a lec'h :

  • Château Lynch-Bages, chem meur Bourdel
  • Château Lynch-Moussas, chem meur Bourdel
  • ul lenn e bro-Gebek
  • ur gêr vihan e Kentucky
  • The Lynch, un enezennig war an Tavoez

A bep sert[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]