William Lynch (lezenn Lynch)
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv-bihan | William |
Anv-familh | Lynch |
Deiziad ganedigezh | 1742 |
Lec'h ganedigezh | Virginia |
Deiziad ar marv | 1820 |
Micher | den a aferioù |
Ar c'habiten William Lynch (1742–1820) a oa un den eus Pittsylvania County, e Virginia, e SUA, a lavare bout deraouer al "lynch law" hag al "lynching".
N'eo ket eñ ar William Lynch en dije graet ar William Lynch speech, prezegenn William Lynch, e 1712, a voe distaget 30 vloaz a-raok ma voe-eñ ganet.
Lezenn Lynch
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar gerioù "Lynch's Law", pe Lezenn Lynch, a oa anavezet a-benn 1782 abalamour d'un den anvet Charles Lynch hag a rae an anv-se eus e oberoù e 1780 a-enep un emsavadeg gant tud manet feal d'ar gurunenn saoz e-pad ar Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet.[1]
An dud a oa diskred warne a veze barnet buan-ha-buan gant ur seurt lez-varn, kondaonet e vezent da vezañ skourjezet, kemeret o madoù digante, rediet da douiñ fealded d'ar galloud nevez, ha da vont d'an arme. Anavezet e voe oberoù eneplezenn Charles Lynch evel oberoù hervez lezenn goude gant Bodadeg Veur Virginia e 1782.[1]
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 Brent Tarter. "Lynch, Charles". American National Biography Online, February 2000.