Lur (unanenn dolz)

Eus Wikipedia
Lur
unanenn evit ar mas, UCUM derived unit
Rann eusimperial system of units Kemmañ
Anvet diwarlibra Kemmañ
Unit symbollb Kemmañ
Kementad fizikel muzulietMas Kemmañ
ID en Thesaurus NCIC48531 Kemmañ
Arouezenn Unicode Kemmañ

Un unanenn dolz eo al lur, rannet en oñsoù. Poblek eo bet en ur bern broioù en Europa hag er bed, e-pad meur a brantad hag evit meur a implij. Deuet eo blaz ar c'hozh warnañ avat, ha kalz broioù a gav gwelloc'h ober gant ar sistem metrek bremañ.

Libra a zo ur ger latin a dalv "mentel, pouezerez", ha tennet eo ar ger brezhonek lur anezhañ, evel libra e spagnoleg hag e portugaleg, libbra en italianeg ha livre e galleg. E saozneg e lâreer pound avat, en alamaneg pfund, e neerlandeg pond hag e daneg pund.

Unanenn Roma[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al lur roman (latin libra) a dalve 327g, rannet e 12 uncia, oñs, pep a 27g. Tennet eo bet eus ar ger libra ar berradur "lb" evit ar pound.

The pounds, al lurioù angl-ha-saoz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar ger pound a zeu eus al latin pondus a dalv kement ha pouez. "lb" eo e stumm berr.
Meur a unanenn dolz a zo lur, poblek pe gozh :

  • al lur avoirdupois (Avoirdupois pound, "lb av"), a oa krouet gant marc'hadourien Londrez e 1303. Hiziv an deiz e talv 0.453 592 37 kg dres, ha rannet eo e 16 oñs pe 7000 greun, hervez un emglev eus 1959 etre ar Stadoù-Unanet ha broioù eus ar C'hommonwealth.
  • lur troy (Troy pound, "lb t") pe lur an apotiker, a veze implijet er Stadoù-Unanet, er Rouantelezh-Unanet, e Kanada hag en Aostralia. Graet e vez gantañ c'hoazh evit muzuliañ al louzoù hag ar metaloù prizius evel an aour, an arc'hant hag ar platin. Tennet eo e anv eus ar gêr c'hall Troyes ablamour d'he foarioù er Grenn-Amzer e lec'h ma veze kavet ur bern marc'hadourien saoz. Talvezout a ra 373.241 721 6 gram dres. 12 oñs zo en ul lur troy pe c'hoazh 12×20 diner.
  • Tower pound a oa diazezet war greun ar gwinizh.
  • Merchant's pound, da lâret eo lur ar varc'hadourien, a oa par da 9600 greun gwinizh (15 oñs "tower" pe 6750 greun). Graet e oa gantañ betek ar 14vet kantved evit ar peurvuiañ eus ar madoù (estreget arc'hant ha spisoù).
  • lur Londrez (London pound) a oa par da 7,200 greun troy (16 oñs tower pe 15 oñs troy).
  • al lur gloan (the wool pound) a oa par da 6,992 greun. An unanenn dolz implijet evit muzuliañ ar c'hementad gloan e oa.
  • al lur meur (imperial pound), a oa diskleriet er Rouantelezh-Unanet gant akta ar pouezhioù hag ar muzulioù e 1878.
  • betek 1945 da nebeutañ e veze graet gant al lur gant armeoù ar C'hommonwealth evit muzuliañ gobari ar pezhioù-kanol, da skouer ur pezh-kanol 9 lur, 12 lur, 18 lur, ur pezh-kanol obuzioù 25 lur.

Al lur e Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ar Grennamzer he doa Breizh he sistem unanennoù tolz dezhi. Al livre a oa graet gant an dud. E brezhoneg e vez lâret "lur", hag a-wechoù lur bouez evit paz meskañ gant ar moneiz al lur.

Ezhomm zo da glokaat ar pennad-mañ

Al livre er broioù gallek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er broioù gallek ne vez ket implijet al lur kement-se ken. Padal e oa un unanenn dolz implijet stank en Europa a-bezh e-pad ar Grenn-Amzer ha goude. Ar sistem metrek a erlec'hias al lur e pep lec'h adalek fin an 18vetkantved.
Al lur a vez c'hoazh implijet gant ar c'hallegerien er vuhez bemdez evel hanter-gilogram.

Bro-C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Bro-C'hall e oa implijet al livre esterlin etre fin an navvet kantved ha kreiz ar pevarzekvet kantved. Par e oa da 367.1 gram dre vras (5,665 greun). Dindan ren Yann II ez eer gant lur Pariz pe lur poids de marc, ha betek an 18vet kantved. Par e oa al lur-mañ da 489.5 gram (7,555 greun).

Lur Jerzenez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lur Jerzenez a oa un unanenn dolz implijet e enezenn Jerzenez eus ar 14vet kantved d'an 19vet kantved. Par e oa da 7,561 greun (490 gram). Dleout a ra dont eus al lur gall poids de marc.

Kebek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar pfund alamanek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Alamagn e oa ur bern lurioù disheñvel e-pad ar Grennamzer ha goude. Da skouer e talveze 510 gram e Nürnberg ha 467 gram e Berlin. E 1854 e oa divizet gant Unaniezh Maltouterezh Alamagn e oa red d'ar pfund talvezout 500 gram en Alamagn a-bezh. Al lur n'eo ket ofisiel ken, met implijet eo c'hoazh gant an dud en o buhez pemdeziek evit komz eus un hanter-gilogram.

Ar funt rusian[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al lur rusian, ar funt (Фунт), n'eo ket implijet ken. Par e oa da 409.51718 gram.

Skålpund[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E broioù Skandinavia e oa meur a lur, par da 425,076 gram e Sveden da skouer. Graet e oa bet gant ar sistem metrek er vro-se adalek 1889. E Norvegia e oa par da 498,1 gram, hag e Danmark e oa 471 gram. Danmark a reas evel Alamagn en naontekvet kantved dre zivizout e oa par al lur da 500 gram.

20 skålpund = 1 lispund

Trone pound[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un unanenn dolz skosat kozh eo, a oa par da etre 21 ha 28 oñs avoirdupois (war-dro 600-800 gram).

Liammoù diabarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]