Mont d’an endalc’had

Ludwig Mies van der Rohe

Eus Wikipedia
Ludwig Mies van der Rohe (1934)

Ludwig Mies van der Rohe (27 a viz Meurzh 1886, Aachen - 17 a viz Eost 1969, Chicago) a zo ur savour alaman. Ludwig Mies eo e anv gwir. E 1921 ec’h ouzhpennas da anv e dad hini e vamm, en ur liammañ anezho gant « van der » hag e teuas da vezañ Ludwig Mies van der Rohe. Stummoù splann, implij stank ar gwer, ar betoñs hag an dir eo perzhioù pennañ steuñvioù ha raktresoù van der Rohe. Gant e labourioù eo bet diazezet reolennoù ar sevel skraberioù-oabl gwer.


Pennti Alamagn e diskouezadeg etrebroadel Barcelona, krouet gant Mies van der Rohe e 1929, distrujet er bloaz goude, ha savet en-dro etre 1983 ha 1989


Mies van der Rohe a grogas da labourat e embregerezh e familh (benerien e oant), ha goude-se ez eas da laourat e burev savouriezh Bruno Paul e Berlin. Goude-se e labouras evit Peter Behrens etre 1908 ha 1912. Diwar levezon Behrens e plesutras van der Rohe war an design, en ur veskañ levezon klasel Prusia ha teknikoù sevel modern. Dedennet e voe ivez gant luskad sevelourien Rusia ha De Stijl. Neuze e krogas da ijinañ steuñvioù enno ur meskaj dir ha gwer, en ur implijout mennozhioù Karl Friedrich Schinkel. E raktres skraber-oabl e gwer penn-da-benn (1921), hag a oa da vezañ savet er Friedrichstraße a zo gwelet evel unan eus raktresoù pouezusañ an ar savouriezh eztaoler. E ajañs Behrens e kejas ivez ouzh Walter Gropius, krouer ar Bauhaus. Etre 1912 ha 1914 e labouras evel savour e Berlin. Soudard e voe e-pad ar brezel bed kentañ. Kemer a reas perzh er gazetenn G (krouet e miz Gouere 1923). Etre dibenn ar bloavezhioù 1920 hag er bloavezhioù 1930 e sikouras da gas war-raok ar preder a-fet savouriezh. Rener ar raktres Weissenhof e voe. Sikouret e voe ar raktres gant ar Werkbund. Etre 1930 ha 1933 e voe e penn ar Bauhaus (Dessau ha Berlin). Eus 1925 betek ma yafe d’ar Stadoù-Unanet e vevas gant Lilly Reich.

Abalamour da verzh an Nazied e rankas tec’hout d' ar Stadoù-Unanet e 1938. Pa zegouezhas eno e voa anavezet evel designer c'hoazh. Pa oa rener ar Bauhaus en doa gounezet ivez meur a genstrivadeg savouriezh. Brudet eo van der Rohe evit an dro-lavar « Gott steckt im Detail (Er munudoù emañ an aotrou Doue) ». E bal a oa sevel tachadoù neptu hag arvestel, en ur implijout ur savouriezh diazezet war onestiz an danvezioù hag eeunded ar frammoù. E svenidigzhioù a ziskouez ivez e oa dedennet gant al liamm diavaez-diabarzh. Hervezañ ez eo an tachad diavaez un astenn eus an tachad diabarzh. Diforc’hañ a ra ivez ar golo hag ar framm. E-pad 20 bloavezh diwezhañ e vuhez e teuas a-benn da dizhout e bal pennañ : krouiñ ur savouriezh munut ha mistr war un dro. E sevenidigezhioù diwezhañ a zo disoc’h ur vuhez gouestlet d’ur savourerizh hollvedel eeun. En em staliañ a reas e Chicago hag eno e reas war-dro rann savouriezh Chicago's Armour Institute of Technology (deuet da vezañ Illinois Institute of Technology, IIT). Degemer a reas ar post gant ma c’hellfe adaozañ kampus ar skol-veur. Eno e c’heller gwelet ul lodenn eus e sevenidigezhioù brudetañ, en o zouez ar Crown Hall (sez skol-savouriezh IIT). E 1958 e labouras Mies van der Rohe war ur savadur a vez gwelet evel skouer ziwezhañ an « International Style » a-fet savouriezh : ar Seagram Building e New York eo. Ur savadur gwer eo, en e greiz ur blasenn vras. Ur feunteun a zo ivez dirak ar savadur, evel-se e krouas un tachad digor war Park Avenue. Meur a savadur a ijinas Mies van der Rohe e Chicago pe e lec’h all.

Sevenidigezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.