Lucrezia d'Este (1535-1598)
- Ur bajenn disheñvelout Lucrezia d'Este zo ivez.
Lucrezia d'Este (1535–1598), ganet e Ferrara, a oa trede bugel Renata di Francia hag Ercole II d'Este. Merc'h-vihan da Anna Breizh e oa eta. C'hoar e oa da Alfonso II d'Este, a renas war-lerc'h o zad.
Da Lucrezia d'Este ha d'he c'hoar Leonora e voe dediet ar varzhoneg O figlie di Renata gant ar barzh Torquato Tasso.
Krouiñ a reas al laz-kanañ Concerto delle donne.
Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e oa da Antonio Alberico II Malaspina . Div verc'h o doe :
- Ricciarda Malaspina
- Taddea Malaspina, a voe serc'h da Alessandro de' Medici, dug Firenze ;
E 1570 e timezas Lucrezia da Francesco Maria II della Rovere (1549 – 1631), Dug Urbino, pevarzek vloaz yaouankoc'h egeti : 21 bloaz e oa-eñ, ha hi 35 bloaz. Bugel ebet n'o doe.
Adalek 1579 e tispartias diouzh he fried da vont da vevañ da Ferrara, e lez he breur Alfonso II d'Este, un tamm goude dezhañ dimeziñ da Margherita Gonzaga.
Ur serc'heg he doa, met lazhet e voe gant klezeourien he breur.
He marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas da 63 bloaz. Neuze e c'hallas he fried addimeziñ.
Eurediñ a reas gant Livia della Rovere, a oa 36 vloaz yaouankoc'h egetañ, evit klask kaout ur pennhêr.