Mont d’an endalc’had

Lucille Gicquel

Eus Wikipedia
Lucille Gicquel
Lucille Gicquel
Lucille Gicquel o c'hoari gant ar skipailh Volley-Ball Naoned e-pad ar c'houlzad 2018-2019.
Anv Lucille Gicquel
Alias Lulu
Ganet 13 a viz Du 1997
Roazhon ( Breizh)
Broadelezh Breizhat
Micher C'hoarierez volley-ball

Lucille Gicquel zo ur c'hoarierez volley-ball vreizhat bet ganet d'an 13 a viz Du 1997 e Roazhon. 1,89 m eo he ment.

Merc'h eo da Jean-Charles Gicquel, kampion e lamm a-serzh. He c'hoar Solène Gicquel zo atletourez er memes sport hag o zad. C'hoari a ra Lucille er Roazhon Volley 35 e-pad ur bloavezh, a-raok mont da Doloza d'an "Ensavadur Kevreadel Volley-ball" e 2013. Sinañ a ra er RC Cannes evit tri bloaz evel argaderez. Met dont a ra da vezañ ur c'hoarierez entitlet da vat o vont d'ar Volley-ball Naoned, er c'hevre A.

E 2020 e sin evit klub Imoco Volley eus kêr Conegliano (Veneto). Sellet e vez kampionad Italia evel an hini gwellañ er bed. E-kreiz ar c'houlzad 2021 e tiviz cheñch klub evit ar Cuneo Granda Volley, renket 7vet. E 2023 e ya da c'hoari evit ar c'hlub turk Nilüfer Belediye, e Bursa.

C'hoari a ra gant skipailh Bro-C'hall abaoe 2017, ha kemer a ra perzh en Euro 2019 e Turkia. Skarzhet eo ar skipailh gall en dro gentañ avat. E 2023 e tizh ar skipailh-se kardgourfenn kampionad Europa, ar wech kentañ abaoe 2013. Kemer a ra perzh e C'hoarioù Olimpek Pariz e 2024.

Dindan livioù Naoned e-pad ar c'houlzad 2018-2019.
e Frañs
  • Kampionad Bro-C'hall :
    • Gourfennerez e 2016, 2018 ha 2019.
  • Kib Frañs :
    • Trec'h e 2016 ha 2018.
    • Gourfennerez e 2019.
  • Superkib Frañs :
    • Gourfennerez e 2015 ha 2016.
en Italia
  • Kevre ar Gampioned :
    • Trec'h e 2021.
  • Kampionad Italia
    • Trec'h e 2021.
  • Kib Italia :
    • Trec'h e 2021.
  • Superkib Italia :
    • Trec'h e 2020.

E skipailh Bro-C'hall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Challenger Cup :
    • medalenn aour, trec'h er Challenger Cup merc'hed volley-ball 2023.
  • Kevre Europa :
    • medalenn aour , trec'h e Kevre Europa merc'hed volley-ball 2022.
  • Tournamant Bro-C'hall (a vignoniezh) :
    • Gourfennaderez e Tournamant Bro-C'hall 2022.
  • Kib Savaria (a-vignoniezh) :
    • Trec'h e 2019.

Enoradennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • C'hoarierez wellañ ha merkerez wellañ e Kevre Europa e 2022.
  • Merkerez wellañ Kib Frañs e 2019.