Lucien Rault
Lucien Rault | |
---|---|
![]() Lucien Rault | |
Ganet | 30 a viz Meurzh 1936 Plougonwaz |
kemmañ ![]() |
Lucien Rault a oa un atleter breizhat ar redadegoù hir e ziskiblezh dezhañ, bet ganet d'an 30 a viz Meurzh 1936 e Plougonwaz. Rannet e voe e vicher a-bezh etre ar c'henstrivadegoù dalc'het war roudennoù atleterezh an hañv-pad hag ar re redet e-maez ar stadoù (redek a-dreuz maezioù) er goañv.
Kroget e oa gant an atleterezh d'e 15 vloaz o sinañ e gentañ aotreadur e Gward A-raok Rostrenenn e 1951. 24 bloaz anezhañ, e 1960 eta, en devoa lakaet e anv e kleub Janed Ark Plougonwaz pa oa bet krouet ur rann redek a-dreuz maezioù ennañ. Ha bloaz goude e oa aet ar maout gantañ e kampionadoù redek a-dreuz maezioù Breizh (henad), un titl hag a vo tapet 15 gwech diouzh renk gantañ, eus 1961 (e Saozon-Sevigneg) betek 1975 (e Landerne). Krez melen ha glas ar Janed Ark en-dro dezhañ en devoa kemeret perzh en 28 kampionad redek a-dreuz maezioù Breizh, an hini diwezhañ e Gentieg e 1982…46 vloaz anezhañ ha renket da 4re memestra !
Sed amañ dindan e ditloù evit ar pezh a sell ouzh ar redek a-dreuz maezioù :
- 15 gwech kampion Breizh etre 1961 ha 1975,
- 8 gwech kampion etrerannvroel,
- 2 wech kampion Kevread-sport Bro-C'hall (FSF e galleg) e 1960 ha 1962,
- kampion Bro-C'hall e 1974 e Le Touquet-Paris-Plage (Pas-de-Calais),
- 3 gwech bes-kampion Bro-C'hall (2 wech evel henaour) e 1971, 1983 ha 1984,
- kampion er bed dre skipailh e 1978 e Glasc'ho (Skos) a-gevret gant Radhouane Bouster, Alexandre Gonzalez, Pierre Levisse, Jean-Luc Paugam ha Thierry Watrice.
Tapet e voe gantañ un nebeud titloù er redadegoù war roudenn ivez :
- 3 gwech kampion Bro-C'hall, en 10 000 metr e 1973 hag en 20 000 metr e 1973 ha 1974,
- 2 wech bes-kampion Bro-C'hall an 10 000 metr e 1971 ha 1972.
E vicher etrebroadel ne oa ket bet nebeutoc'h pinvidik dre ma oa bet dibabet 12 gwech e skipailh redek a-dreuz maezioù Bro-C'hall ha 27 gwech e skipailh atleterezh Bro-C'hall, oc'h ober dezhañ kemer perzh e Kampionadoù Europa 1971 (e Helsinki (Finland)) ha C'hoarioù olimpek hañv 1976 (e Montreal (Kebek)).
Meur a rekord a oa bet dalc'het gant Lucien Rault, en o zouez :
- hini Bro-C'hall an 20 000 metr (59'11") hag an eur (20,350 km),
- talvoudek eo c'hoazh e rekord ar bed (henaour) ar 5 000 metr (14'23"6), bet redet d'an 19 a viz Mezheven 1982 e Gwened.