Lucien Pouëdras
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Lucien |
Deiziad ganedigezh | 31 Gen 1937 |
Lec'h ganedigezh | Langedig |
Micher | livour |
Lec'hienn ofisiel | https://www.lucienpouedras.fr/ |
Oberennoù zo en dastumad | Mirdi Breizh |
Lucien Pouëdras, bet ganet e Langedig, d'an 31 a viz Genver 1937, a zo ul livour breizhat.
Taolenniñ a ra ar maezioù hag ar pevar amzer, en un doare eeunek ha livus, dreist-holl.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa bet en un tiegezh labourerien douar. Betek 1960 e chomas war atant (tachenn) e dud. E 1964 e teuas da anavezout ar c’hêrioù pa ’z eas da Lausanne war ar studi. E 1968 en em stalias e Pariz evit labourat evel kuzul embregerezh. Sevel a reas ur familh, tri bugel enni. E 2005 e paouezas gant e vicher evit mont da livour evit mat.
Adalek 1960 e voe soubet Lucien Pouëdras e-kreiz treuzfurmadurioù don ar vro o deus kaset d’an ekonomiezh modern. Adlodennadur ar maezioù a nec’he anezhañ. Klask a rae kompren perak en dije ranket an araokaat didalvoudekaat labour ar rummadoù kozh ; perak pellat an dud diouzh o zud hag o zud-kozh. Anat e oa dezhañ e oa gouest Bro-Suis da zegemer ar modernaat hep en em droc’hañ diouzh hec’h amzer dremenet ; hep na vefe un troc’h etre bed ar maezioù ha bed ar c’hêrioù. Dastum a reas kement aspadenn a dalveze ar boan, hervezañ, kaout un astenn er modernelezh.
Ganedigezh al livour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar bugel a zalc’h soñj eus e vuhez etre 5 bloaz ha 14 vloaz. An den deuet a glask resisaat e eñvorennoù evit enebiñ ouzh ar modernelezh a zo erru re brim. Al livour a zeu a-benn da adkavout al lec’hioù, da gontañ resis "penaos e oa an traoù". Pa rank degas titouroù ouzhpenn, e skriv an den deuet ar pezh n’eo ket gouest ar barr-livañ da gontañ war al lien. Oberenn un emzeskad eo, dezhi un doare eeunek. Kregiñ a reas da livañ e 1970, e-kuzh a-dreñv e labour ofisiel ; un 400 taolenn bennak a livas dindan 50 vloaz.
Al livadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammet eo gant an deiziadur, a-hed pevar mare ar bloavezh. Diskouez a ra ul lec'h a zo bet anezhañ etre 1940 ha 1960. Klok eo ha kontañ a ra kement a chom eus eñvor ar bugel : an aergelc'h, an hentoù, ar gwez, ar tachennoù-douar, an trouzioù... Implijout a ra Lucien Pouëdras an eoullivadur evel ma teu war-eeun eus an tub. Meur a wiskad a led evit adkavout liv ar brug e miz Gouhere, boked-an-Dreinded e miz gwengolo, ar melchon ruz e miz Mezheven, an trichin e miz Ebrel, an orkide e miz Mezheven. Er goañv e vez displeget stumm ar gwez pa ’z vezont kuit a zelioù. Ne vez ket treset an oabl. Ar gouloù a vez santet war an natur.
Buhezskrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1970 Kentañ eoullivadur (Le forgeron - Ar gov).
- 1980 Embann ur maenlivadur (Les travaux du Vendredi Saint - Labourioù Gwener ar Groaz).
- 1985 Kenlabour gant Mirdi Sant-Degan e Brec’h - 25 taolenn diskouezet a-hed an amzer.
- 1991 Kastell duged Rohan e Pondi, 52 daolenn diskouezet.
- 1993 Embann La Mémoire des Champs e ti Chasse-Marée/Armen.
- 2010 Embann La Mémoire des Champs e ti Coop-Breizh - 130 taolenn.
- 2012 Diskouezadeg e Mirdi Yan’ Dargent e Sant-Servez.
- 2013-2017 Labour war al lanneier. Diskouezhadegoù e Itron-Varia-al-Lanneier, Montroulez, Pleiber, Pempoull, Gwengamp, Plounerin, Berrien, Sizun, Poullan, Plouvien, Gwened, Saint-Just, Guer, h.a. Perzh e diskouehadeg Les Landes de Bretagne - Lanneier Breizh e eko-mirdi La Bintinais e Bro-Roazhon.
- 2018 Embann Lucien Pouëdras - 50 ans de peinture e ti Skol Vreizh - 377 taolenn ennañ.
Un nebeud oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dre vertuz ar graonenn - par la vertu de la noisette, gant Angèle Jacq, Coop Breizh, 2013, ISBN 978-2843465710
- La Mémoire des Landes de Bretagne, gant François de Beaulieu, Skol Vreizh, 160 p., 2014 ISBN 978-2367580357
- Lucien Pouëdras - 50 ans de peinture, Skol Vreizh, 239 p., 2018 ISBN 978-2367580852