Mont d’an endalc’had

Lucha Occitana

Eus Wikipedia

Lucha Occitana pe LOC ("Stourm Okitanek") a oa ur strollad politikel en Okitania, bet krouet e 1971 diwar restachoù Poellgor Okitanek Studioù hag Oberoù (Comitat Occitan d'Estudis e d'Accion) gant ar sêz e Toloza

Ur strollad bihan an hini e oa ennañ 500 ezel d'ar muiañ-holl, dreist-holl kefredourion/ezed, studierion/ezed ha sindikalourion labourerezh-douar. Gantañ e oa ur politikerezh a-gleiz ha dispac'hel, koulz emrenour ha sokialour, hag a stourme evit ma vefe didrevadennet Okitania e framm ar stourm etrebroadel a-enep d'an impaelouriezh.

Embann a rae Païs Occitan-Lucha Occitana ("Bro Okitania - Stourm Okitania") e Toloza hag Occitània Passat e Present ("Okitania, Tremened ha Dazont").

Disheñvel diouzh dishualerezh Strollad Broadelour Okitania ("Partit Nacionalista Occità") e oa o doare da diefennañ politikerezh ar vro, diazezet war ar pennaennoù-mañ:

  • Disheñvel hag enebiet eo Okitania diouzh Frañs e-keñver he sevenadur hag he yezh ha rankout a ra derc'hel penn outi.
  • Un drevadenn eo Okitania dindan gwask an impaelouriezh kapitalour hag a glask en em dizober diouzh ar broadoù bihan.
  • Mui-ouzh-mui e vez mac'homet labourerion/ezed ha klasoù poblel Okitania gant ar Stad c'hall.
  • Arbennik eo ar stourm etre ar c'hlasoù en Okitania abalamour ma'z eus anezhi un devadenn c'hall.

Kensinañ a reas Karta Brest e 1972.

E 1974 e torras ar strollad oc'h en em disrannañ e meur a strolladig bihan.