Kevalaouriezh
| Iskevrennad eus | reizhiad armerzhel |
|---|---|
| Diazezet war | private property, economic profit |
| Darvoud-alc'hwez | Dispac'h Greantel |
| Efed | mass production, income inequality |
| Hashtag | capitalism |
| Istor | history of capitalism |
| A implij | commodification |
| Item disputed by | Marksouriezh, anti-consumerism |
| Enebet ouzh | anti-capitalism, Komunouriezh |
Ar gevalaouriezh (pe kapitalouriezh) a zo ur reizhiad armerzhel ma vez ar c'henwerzh, ar greanterezh hag an araezioù kenderc'hañ e dalc'h perc'henned prevez, o deus da bal tennañ gounidigezh (buz pe gorvo) diouto. E-touez pennaennoù ar gevalaouriezh emañ dastumadur ar c'hevala, ar marc'hadoù kevezus, pe al labour c'hopret. En un ekonomiezh kevalaour e vez divizet prizioù ar madoù hag ar servijoù gant ar re a gemer perzh en eskemmoù.
Meur a seurt kevalaouriezh a zo, hervez pouez ar gevezusted, roll ar reolenniñ, ha tachenn ar berc'henniezh publik. Menegiñ a c'heller, da skouer, ar gevalaouriezh lezober, ar gevalaouriezh providañs, hag ar gevalaouriezh Stad. Da heul diskar ar c'hladdalc'helezh eo deuet ar gevalaouriezh da vezañ ar reizhiad armerzhel pennañ e broioù ar C'hornôg.
