Mont d’an endalc’had

Karta Brest

Eus Wikipedia

Karta Brest a oa anezhi un diell-emglev kensinet gant Luskad Republikanour Iwerzhon (IRM, Irish Republican Movement), Unvaniezh Demokratel Breizh (UDB) hag Unvaniezh Pobl Galiza (UPG, Unión do Povo Galego) e miz C'hwevrer 1972 e Brest.

Talvezout a rae ar Garta evit lakaat dre skrid unvaniezh ar stourm etre strolladoù broadelour eus an tu kleiz a-benn tizhout Stadoù sokialour emren evit broioù distad Europa.

Sinet e oa bet ar Garta ivez gant Strollad Sokialour Dispac'hel Poblel (HASI), Cymru Goch, Strollad Sokialour evit an Dieubidigezh Vroadel - da c'hortoz (PSAN-P, Partit Socialista d'Alliberament Nacional-Provisional), Tu-kleiz Katalanek al Labourerion (Esquerra Catalana dels Treballadors), Su Populu Sardu ha Stourm Okitanek (LOC, Lucha Occitana).

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]