Mont d’an endalc’had

Louise-Joséphine Sarazin de Belmont

Eus Wikipedia
Louise-Joséphine Sarazin de Belmont

Sell war Gastell-Paol (1837)
Mirdi an Arzoù-kaer, Kemper
Ganedigezh 14 a viz C'hwevrer 1790
Versailles
Marv 9 a viz Kerzu 1870
Paris
Broadelezh  c'hall

Micher Livourez
Maendreserez
Doare Gweledvaourez

Louise-Joséphine Sarazin de Belmont (Versailles, 14 a viz C'hwevrer 1790Paris, 9 a viz Kerzu 1870) a oa ul livourez hag ur vaendreserez c'hall.

Gant al livour gall Pierre-Henri de Valenciennes (1750-1819), a gelenne da verc'hed yaouank evit lakaat kresk en e c'hopr, e teskas ar vicher betek 1812 ; er bloaz-se e voe anvet ar c'helenner en École des Beaux-Arts, na zegemere ket ar merc'hed.
Betek 1814 e voe harpet gant an impalaerez Joséphine de Beauharnais. Gwarezedez Marie-Caroline de Bourbon-Sicile, dugez Berry e voe pa zistroas Bro-C'hall d'an unpenniezh.

E 1812, a-c'houde kimiad he c'helenner, e tiskouezas al livourez he oberennoù er Salon de peinture et de sculpture e Paris.
Diouzh an taolennoù all a lakaas war ziskouez er bloavezhioù da heul e ouzer e veajas kalz dre Europa : Nàpule, Roma ha Sikilia etre 1824 ha 1826, ar Pireneoù e 1831 – er bloaz-se e c'hounezas ur vedalenn a eil renk er Saloñs. E 1834 e livas e Fontainebleau, hag ur vedalenn a gentañ renk a yeas ganti en hevelep bloaz.
E 1836 ha 1837 e veajas e Breizh (Naoned, Kastell-Paol hag all).

Pa ne veze ket o veajiñ e kelenne en he labourva e Paris.

E 1841 en em stalias en Italia, ma vevas betek 1865. Ur vedalenn all a c'hounezas er Saloñs e 1861, evit div daolenn a ziskoueze forum Roma, an eil diouzh ar beure hag eben da serr-noz.
Ul levr sinet ganti a voe embannet e 1859, en enor d'ur vignonez dezhi[1].
Tri bloaz goude he distro da Bariz e kinnigas hec'h oberennoù diwezhañ er Saloñs e 1868, e-maez ar genstrivadeg, ha tri bloaz goude c'hoazh ez eas d'an Anaon e Pariz.

  1. Jine Sarazin de Beaumont, Hommage à la mémoire de Mme Augustine Dufresne, née à Paris le 10 octobre 1789, ... veuve d'Antoine-Jean Gros, le peintre de Jaffa - Notice sur Mme Augustine Dufresne, Imp. J. Claye, 1859.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.