Louis Mélennec
Louis Mélennec de Beyre, ganet d'an 18 a viz Meurzh 1941 er Gelveneg, Penn-ar-Bed, zo ur kelenner-skol-veur kozh, un alvokad, doktor war ar Gwir, mezeg, istorour, livour ha kaner e brezhoneg. Ur broadelour breton katolik eo eñ a-du gant dishualded Breizh. Enebiñ a ra groñs hanezouriezh ar Skol-veur gall a-zivout al liammoù gwirael etre Breizh ha Bro-C'hall. Savet en deus meur a levr hag a bennad diwar-benn ar Gwir, ar vezekniezh, Istor Breizh ha Bro-C'hall.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skoliataet eo bet e Pont-'n-Abad. Goude-se e ya d'ar Skol-veur medisinerezh e Naoned hag e vo degemeret e dezenn gant ar meneg uhelañ. Etretant e ya da Bariz evit heuliañ kentelioù gwir Skol-veur Paris. a ra un doktorelezh war ar Gwir ha medisinerezh. Mont a ra da Bariz ha dont a raio da vezañ kelenner skol-veur adalek 1968, e skol-veur ar Gwir e Orléans hag e skol-veur ar medisinerezh e Pariz. Dre zegouezh e resev e diplom doktorelezh war ar vedisinerezh hag hini aotreegezh war ar Gwir er memes devezh Genver 1967. Eus 1967 betek 1969 e kendalc'h e studioù e 2 gevrenn Skol-veur (Gwir ha medisinerezh) hag e kevrenn Skol-veur Naoned (Medisinerezh), ken e dap meur a desteni skolveuriek : testeni ar studioù arbennik war ar mezekniezh lezenne, testeni ar studioù arbennik war ar mezekkniezh labour, an diplom war digoll ar gaouad korf, testeni ar studioù arbennik war ar Gwir prevez, testeni ar studioù arbennik war ar Gwir publik, testeni ar studioù arbennik war ar Gwir kastizel hag an dorfedoniezh. Goude 1968 e ra kentelioù gwir (Skol-veur Orleañs) ha kentelioù mezekniezh (Skol-veur Pariz).
Politikerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa oa 25 e oa mignon gant Hervé Nader, kannad ha maer Kemper ha kabaliñ evitañ en deus graet, met e kavas gwelloc'h treiñ war zu ar skol-veur.
Bet eo bet ezel eus an UDF adalek 1994, hag eo kenson d'an nebeutañ gant ar Modem (Politiquement, j'adhère au MODEM…)[1]. A-du krenn eo gant dieubidigezh Breizh, skrivañ a ra e-leizh a bennadoù evit difenn ar mennozh-se. Brudañ a ra ivez ar stourm evit dishualded Breizh dre dremen er radio betek ar re a-du gant Poutin[2] pe e TV Libertés, ar skinwel enlinenn perc'hennet gant Phillipe Millau e voe e penn al luskad Jeune Bretagne[3]
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bez e c'heller lenn kalz eus e levrioù hag e bennadoù enlinenn war lec'hienn an IDBE ha war hini an Agence Bretagne Presse.
- Gwir ha mezekniezh
- Traité des accidents du travail, Pariz, Librairie générale de droit et de jurisprudence, 1969.
- La Sécurité sociale, Delmas, 1970.
- La responsabilité civile du médecin, asamblez gant Jean Sicard, Parke - Davis, 1977.
- La réparation des accidents du travail, asamblez gant Claude Styger (Delmas, pariz, 1977).
- Traité de droit médical, Maloine, Pariz).
- L'expertise médicale : le médecin devant la justice. asamblez gant Jean Sicard (Levrenn 7 an Traité de droit médical, Pariz, Maloine).
- Barème international des invalidités, Masson, Pariz, 1983.
- Évaluation du handicap et du dommage corporel, Masson, 1991, adembannadur e 2000, troet e yezhoù all.
- L'indemnisation du handicap. Pour l'instauration d'un régime unique de l'invalidité et de la dépendance, Desclée de Brouwer, 1997.
- Le médecin salarié, Masson, Pariz, 1998.
- Breizh
- Breizh, Charte pour la Bretagne, Keltia Graphic, Spezet, 2009; an destenn a-bezh a adkaver war al lec'hienn " Yann Fouéré actualités ".
- Le rattachement de la Bretagne à la France (Mémoire pour l'obtention du Diplôme d'études approfondies d'histoire moderne; Skol-veur Pariz, ar Sorbonne - Pariz IV; bloavezh 2001; 106 pajenn; embannet war al lec'hienn internet Errances en Bretagne (mélennec errances mémoire de DEA).
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Louis Mélennec de Beyre, asamblez gant Lorenzo Cipriani, ograouer : Chants religieux et traditionnels bretons.