Louis Le Pontois
Neuz
Louis Le Pontois
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Louis |
Anv-familh | Le Pontois |
Deiziad ganedigezh | 8 Gou 1838 |
Lec'h ganedigezh | An Oriant |
Deiziad ar marv | 7 Ebr 1919 |
Lec'h ar marv | An Oriant |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Louis Le Pontois (8 Gouere 1838 – 7 Ebrel 1919) a oa kabiten er morlu ha henoniour.
E 1882 e voe anvet da gabiten fourgadenn hag e 1884 e voe lakaet e penn ar morreder Châteaurenault, e lestraz ar Reter-Pellañ. Anvet e voe da ofiser al Lejion a Enor. E 1892 e tistroas d’an Oriant ha paouez a reas gant e servij oberiant e 1895. Neuze e pledas da vat gant an henoniezh ha buan e tapas brud gant e studiadennoù sirius. Kenlabourat a reas gant Paul du Châtelier (1833-1911), un henoniour breizhat all, ha ganto o-daou e voe dizoloet ur bez viking en enez Groe, e 1906. Lod eus kavadennoù Louis Le Pontois a voe fiziet er mirdi digoret gant P. du Châtelier en e vaner e Kernuz, e Pont-'n-Abad.
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- La Sépulture scandinave à barque de l'île de Groix, P. du Châtelier ha L. Le Pontois, Kemper, 1908, 98 p.