Louarn debrer-kranked

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Louarn debrer-kranked
Cerdocyon thous MG 9503.jpg
C. thous
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhiad : Carnivora
Kerentiad : Canidae
Genad : Cerdocyon
Anv skiantel
Cerdocyon thous
Linnaeus, 1766
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

Al louarn debrer-kranked (Cerdocyon thous) a zo ur bronneg eus kerentiad ar c'hieged krenn e vent hag a vev e kreiz Suamerika. Ar spesad nemetañ eo er genad Cerdocyon hiziv an deiz met anavezout a reer ur spesad arall, aet da get er pleistosen: Cerdocyon avius. Heñvel a-walc'h ouzh al louarn debrer-kranked e oa war a seblant.

Gell-gris eo blevenn al louarn debrer-kranked, gant brizhelloù ruz war e zremm hag e bavioù. Du eo penn e lost hag e zivskouarn. Kreñv ha berr eo e bavioù ha hir ha blevek e lost. En e oad-gour e c'hell bezañ etre 5 ha 7 kg.

Bevañ a ra al louarn debrer-kranked er c'hoadegoù hag er savanennoù evel al llanos eus Su-Amerika. Hollzebrer eo met en em vagañ a ra diwar amprevaned, evned ha krignerien dreist-holl. Debriñ a ra vioù ha plant. Da vare koulzad ar glaveier e kranketa er c'hompezennoù liñvadennet. Un aneval-noz eo dreist-holl.

Genel a ra ar parezed un torad pe zaou bep bloaz. E koubladoù padus e vev al lern ha hemolc'hiñ a reont asambles.

Chaseet e vez al louarn a-wechoù met n'eo ket priziet-bras e vlevenn. Ne breizh ket ar chatal. Daoust ma n'emañ ket en arvar e tigresk e diriad dre ma vez aloubet gant al labourerezh-douar ha gant chas gouez.

Isspesadoù[kemmañ]

Daveoù[kemmañ]