Lord of War
| Titl | Lord of War |
|---|---|
| Assessment | Test Bechdel |
| Danvez pennañ | trafikerezh armoù |
| Heuliet gant | Lords of War |
| Tachenn | film dramael, film torfederezh, film birvidik |
| Aozer | Andrew Niccol |
| Deiziad embann | 16 Gwengolo 2005, 16 C'hwevrer 2006, 4 Genver 2006 |
| Bro orin | Alamagn, Stadoù-Unanet |
| Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | saozneg |
| Sevener | Andrew Niccol |
| Senarioour | Andrew Niccol |
| Rener ar skeudennaouiñ | Amir Mokri |
| Frammer filmoù | Zach Staenberg |
| Sonaozer | Antonio Pinto |
| Produer | Nicolas Cage, Andrew Niccol, Chris Roberts |
| Embregerezh produiñ | Saturn Films |
| Dasparzher | Lionsgate Films, Netflix |
| Dedicated to | trafikerezh armoù |
| Mare an oberenn | Bloavezhioù 1990 |
| Lec'h an istor | New York, Berlin, Liberia, Kolombia, Ukraina |
| Lec'h filmañ | Republik Tchek |
| Aspect ratio (W:H) | 2.35:1 |
| Liv | liv |
| Notenn ar varnouriezh | 6.3/10, 62/100, 62% |
| Tudennoù | Yuri Orlov |
| Diaz embann | video diwar c’houlenn |
| Renkadur ar CNC | berzet ouzh ar vinored dindan 12 vloaz |
| Renkadur Filmiroda | Category III |
| Renkadur FSK | FSK 16 |
| Renkadur JMK | free from 16 years |
| Renkadur Kijkwijzer | 16 |
| Renkadur MPAA | R |
| RARS rating | 18+ |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.lordofwarthemovie.com/ |
| Renkadur Medierådet | For ages 15 and up |
Lord of War a zo ur film gall-stadunanat-alaman skrivet ha sevenet gant Andrew Niccol war an trafikerezh armoù, deuet er-mez e 2005 er Stadoù-Unanet da gentañ.
Aktourien ar film eo Nicolas Cage, Jared Leto, Bridget Moynahan, hag Ethan Hawke. Lord of War a gont istor Yuri Orlov o vont-tre bed an trafikerezh armoù dres a-raok Freuzadenn an Unaniezh Soviedel, dont a ra da vezañ ur gwerzher armoù meur hep drugar. Ar film a zo bet embannet er Stadoù-Unanet d'ar 16 a viz Gwengolo 2005 gant Lionsgate Films, hag embannet er peuurest eus ar bed gant Arclight Films. Rastellet ez eus bet 72,6 milion a zollarioù stadunanat er box office.
Degemeret eo bet etre ar film. Brudet-mat eo deuet da vezañ digoradur ar film ha labour Cage evel Yuri. Burutelladennoù a zo savet a-fed ar vank a zonder gant an dudenn Yuri.
Ur gendalc'hadenn da Lord of War a zo bet kemennet d'an 8 viz Mae 2023.
Istor ar film
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yuri Orlov (Nicolas Cage) gant e vreur yaouankoc'h Vitali a zo bet ganet o-daou en Ukraina soviedel e-pad mare ar Brezel Yen.
Tud an daou vreur a dec'h kuit deus an URSS evit mont etrezek ar Stadoù-Unanet. Eno e krogo an daou gañfard da vont etrezek an trafikerezh armoù betek tizhout penn ar gwerzh-se.
Tro-dro d'ar film
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Awenet eo tudenn Yuri Orlov gant buhez Viktor Bout, un trafiker armoù rusian[1].
Ar film a zo e bal diskuliañ an trafikerezh armoù-tan ha priz marc'hmad-mat an armoù dre vras pezh a vezo siwazh gwirvoud evit e seveniñ :
- 3000 fuzuilh-arsailh AK-47 Kalachnikov gwir a zo bet prenet gant produour ar film dre ma oant marc'hadmatoc'h evit reoù faos.
- An 50 tank a vez gwelet er film a zo reoù wir bet feurmet digant un dastumer a 100 T-72, marc'hadmatoc'h e oa d'o feurmiñ evit da sevel ur sell 3-ment anezho.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Digoradur Lord of War, a ziskouez produerezh ur gartouchenn fuzuilh-arsailh betek e implij
- Ar film war IMDB
- Lord of War war Allocine
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Qui est Viktor Bout, ancien trafiquant d’armes échangé contre la basketteuse Brittney Griner ?, Le Monde, 08/12/2022 (lennet d'an 02/08/2026)