Lombardia-Veneto

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Rouantelezh Lombardia-Veneto

Lombardia-Veneto zo ur rouantelezh a oa e diabarzh Impalaeriezh Aostria en XIXvet kantved. Krouet e voe gant ar c'hañseller aostrian Klemens von Metternich goude diskar an Impalaeriezh c'hall hag aprouet e kendalc'h Vienna e 1815.

En 1859 e voe diframmet Lombardia (war-bouez proviñs Mantova). En 1866 e voe staget Veneto ouzh Rouantelezh Italia.