Loeroù Ruz
Krouet eo bet strollad Loeroù Ruz e miz Gwengolo 1993 gant c'hwec'h maouez hag a gan e brezhoneg Gwened. Difenn a reont ar brezhoneg dre ganañ evit dastum arc'hant da reiñ da skolioù Diwan pe d'an aozadurioù a sikour ar yezh. Galvet e vezont alies da gas an dro er festoù-noz hag er filajoù.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En arbenn da bemzekvet deiz-ha-bloaz skol Loeiz Herrieu, Diwan an Oriant, e oa bet tri devezh gouel. Ur pred a oa bet d'ar sul 26 a viz Gwengolo 1993. Kanerien ha sonerien a oa er sal ha setu teir flac'h en em lakaet da ganañ, Sofi an Huñseg, Anaig Lucas ha Beatris ar Moing, o-zeir wa un dro evit ar wech kentañ. Ker brav o doa kanet ma voe buan-tre klask war o lerc'h evit kanañ er festoù-noz hag er filajoù. Buan-tre ivez e kreskas ar strollad hag un nebeud mizioù goude e oant aet a deir da eizh, gant Marie-Rose Pipet, Jislen ar Gwilhant, Magdi Bellego, Katrin Pasco ha Marie-Claire Louis. Un anv a oa ret kaout, unan a voe kavet evit o fest-noz kentañ e Pleuwigner : al « Loeroù Ruz ».
E 2010 ne oant nemet c'hwec'h ken : Sofi an Huñseg, Anaig Lucas, Magdi Bellego, Gena Hellou, Vero Bourgeot, hag unan nevez, kelennerez e skol-vamm an Alre : Mari Stervinou.
Danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E mod Bro-Gwened e kan Loeroù Ruz, unan a gas ar son hag ar re all a ziskan d'o zro : kas-a-barzh, hanter-dro, laridenn, kejaj, gavotenn Pourlet ur wech an amzer, ur polka ivez a-wechoù, kement-se evit ar festoù-noz.
Kanañ a reont ar sonioù bet dastumet en ur selaou ar c'hanaouennoù kanet gant o zud-kozh, pe kanaouennoù savet gante pe c'hoazh gant o mignoned.
Mennozhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pal al Loeroù Ruz zo reiñ buhez ha talvoudegezh d'hor glad sevenadurel ha sikour an aozadurioù a labour da gemer krog er brezhoneg, ha skolioù Diwan Bro-Gwened da gentañ-penn rak bez' ez eo al Loeroù Ruz ur stollad « mammoù ha mammoù-kozh Diwan » evit ar brasañ niver anezhe.
Kanañ a reont e brezhoneg ha bemdez e reont gantañ, er gêr gant o bugale hag o bugale-vihan. Tost d'ar gevredigezh Dastum eo al Loeroù Ruz ivez.
Hervez un dro-lavar, Ket bet james gwelet nep tu / Merc'hed hañval doc'h 'r Loeroù Ruz / Pa 'vez 'r Loeroù Ruz é kanal, / Vez razh an dud é tansal.
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div bladenn-arc'hant zo bet graet gant al Loeroù Ruz :