Loa eured
Ul loa eured a zo ul loa goad hag a brofe ar baotred d'ar merc'hed e Breizh en XIXvet kantved. Dre ar prof-se e tiskoueze ar paotr d'ar plac'h e oa prest da zimeziñ ganti hag er mod-se e oa kadarnaet o dimeziñ. Da gustum eo jeometrik ar stummoù kizellet war al loa, met kavout a reer kalonoù alies ivez. Eorioù a gaver war loaioù graet gant martoloded, met ivez hern-marc'h, kroazioù, kleier hag all[1].
Diskouez a rae kened al loa pegen pinvidik hag en e aez e oa ar paotr yaouank. War a seblant e teuas an hengoun-se diouzh ar boaz a oa gant kouvidi un eured da gas o loa ganto, rak a-hed daou pe tri dervezh friko ha fest, ha kantadoù a dud, ne oa ket trawalc'h a loaioù d'an holl. Goude an eured e tiskouezed al loa ouzh moger an ti.
Ober a reer loaioù eured c'hoazh hiziv an deiz, dreist-holl da ginklañ an ti ha da virout an hengoun. Artizaned 'zo e Lokorn (Bro-Gerne) a ra loaioù eured c'hoazh.
Al loaioù koshañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Al loa eured koshañ a oa bet kavet en Alamagn ha hi bloaziadet 1664[2],[3]. An hini goshañ eus a Vro-Gembre, lec'h m'emañ kreñv an hengoun, a voe bloaziadet 1667. Evelato e seblant an hengoun-se bezañ koshoc'h[4].
Kembre
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]llwy caru pe llwy cariad a vez graet eus al loa a vez roet d'an hini garet.
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Henry de Morant et Gérald Gassiot-Talabot, Histoire des arts décoratifs : des origines à nos jours, Paris, Hachette, coll. « Bibliothèque des Guides bleus », , p. 421.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Symbols & Meanings of Welsh love Spoons http://www.welsh-lovespoons.co.uk/symbols
- ↑ Roese, Herbset E. (1988). Lovespoons in perspective. 35. Cardiff: Bulletin of the Board of Celtic Studies. pp. 106–116.
- ↑ Roese, Herbert E. "The Lovespoon Story". lovespoons.250x.com. Gwelet 25 Meurzh 2011.
- ↑ Davies, John; Jenkins, Nigel; Menna, Baines; Lynch, Peredur I., eds. (2008). The Welsh Academy Encyclopaedia of Wales. Cardiff: University of Wales Press. p. 523. ISBN 978-0-7083-1953-6.
- ↑ Swedish Courting Spoons http://www.davidwesternlovespoons.com/www.davidwesternlovespoons.com/Gallery/Pages/Traditional_Designs.html