Llŷr
Neuz
Llŷr zo un haroz e mojennoù krenngembraek, e Pedair Cainc y Mabinogi hag e Trioedd Ynys Prydain.
Tad eo da Manawyddan, mab Llŷr ha d'ar c'hevelled Nisien hag Efnysien, a oa Pernaddun o mamm. Ur verc'h anvet Fionnuala, en deus ivez met n'ouzer ket piv eo he mamm.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krediñ a reer eo kevatal da Lir e mojennoù Iwerzhon hag e oa doue ar mor a orin, rak mor eo stêr ar ger llŷr e krenngembraeg[1].
Mabinogi ha Trioedd
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E Pedair Cainc y Mabinogi ne weler ket anezhañ met eñ eo tad Bendigeidfran, Branwen ha Manawyddan; Penarddun eo anv o mamm.
- En Trioedd Ynys Prydain, e weler ul Llŷr, anvet Llŷr Llediaith, a zo unan eus 'Tri Goruchel Garcharor Ynys Prydain' (unan eus pouezusañ prizonidi Enez Vreizh) dalc'het gant Euroswydd.
- En danevell Branwen ferch Llŷr er Mabinogi, e lavarer eo Euroswydd a zo tad da zaou vab yaouankañ Penarddun, Nisien hag Efnisien,
Lennegezh saozneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krediñ a reer eo Llŷr ar roue Leir en istorioù Jafrez Menoe, ha drezañ ar roue Lear er pezh-c'hoariKing Lear gant William Shakespeare.
Kerentiezh Llŷr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Llŷr | Penarddun | ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Manawydan | Rhiannon | Pwyll | Bendigeidfran | Branwen | Matholwch | ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Geiriadur Prifysgol Cymru, Cyfrol II, tud. 2275.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Rachel Bromwich, Trioedd Ynys Prydein: The Triads of the Island of Britain. Cardiff: University of Wales. (2006).ISBN 0-7083-1386-8.
- Jeffrey Gantz, (troour) (1987). The Mabinogion. New York: Penguin. ISBN 0-14-044322-3.
- Meic Stephens, The New Companion to the Literature of Wales.