Mont d’an endalc’had

Llanbradach

Eus Wikipedia
Arsav an tren e Llanbradach.

Llanbradach zo ur gêriadenn e Kembre, en hanternoz da g-Caerffili e Kontelezh Caerffili. Gwechall e oa e Gwent.

Eus stumm kemmet glan (lan) (brezhoneg: glann), treuzkomprenet evel llan[1], ha Bradach, anv ar stêr, ha marteze un anv den a orin gouezelek(Daveoù a vank).

Ur vengleuz glaou a voe digoret eno er bloavezhioù 1890 hag a yeas mat en-dro betek ar bloavezhioù 1930. Klozet eo bet e 1961.

Bro Kêr Abaoe
Breizh Ploubêr 1990

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Hywel Wyn Owen, Richard Morgan, Dictionary of the Place-names of Wales, Gomer, 2007, p.221.